Bettie Mae Page (22 a viz Ebrel 1923 e Nashville, Tennessee11 a viz Kerzu 2008 e Los Angeles) a oa ur diskouezerez-c'hiz hag ur pin-up stadunanat. Brudet e voe er bloavezhioù 1950, hag unan eus Playmate kentañ ar gelaouenn Playboy e voe ivez. Diskouezet e voe ivez war luc'hkeudennoù fetichour. Disoñjet e voe er bloavezhioù 1960, ha d'ar mare-se e kemmas kredenn hag e teuas da vezañ kristen : mont a reas da Afrika evel misionerez.

Bettie Page
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denBettie Page Kemmañ
Anv ganedigezhBettie Mae Page Kemmañ
Anv-bihanBetty, Mae Kemmañ
Anv-familhPage Kemmañ
Deiziad ganedigezh22 Ebr 1923 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNashville Kemmañ
Deiziad ar marv11 Kzu 2008 Kemmañ
Lec'h ar marvLos Angeles Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvmyocardial infarction Kemmañ
Lec'h douaridigezhWestwood Village Memorial Park Cemetery Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
MicherPlaymate, erotic photography model, model Kemmañ
Bet war ar studi eVanderbilt University, Peabody College, Multnomah University, Hume-Fogg High School Kemmañ
Liv an daoulagadglas Kemmañ
Liv ar blevblev du Kemmañ
Kleñvedschizophrenia Kemmañ
Prizioù resevetPlayboy Playmate of the Month Kemmañ
Present in workBettie Page: Dark Angel Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.bettiepage.com Kemmañ
Page o pakout ur feskennad er gelaouenn Bizarre

He buhez

kemmañ

Start e voe he bugaleaj, rak paket e voe he familh gant enkadenn 1929: Meur a wech e rankas he zud dilojañ, skarzhet diouzh o zi e voent zoken. He zad a laeras karr ur sheriff, ha lakaet e voe en toull-bac'h betek 1931. Er bloavezh-se ivez e tispartias he zud, goude m'he dije he mamm gouezet e oa dougerez ur plac'h a 15 vloaz abalamaour d'he gwaz. Ken diaes e voe an traoù ken a rankas ar vamm lakaat degemer Bettie hag he div c'hoar en un ti-emzivaded e-pad daou vloaz. He zad a zistroas e 1934 hag un darempred reizhel dre heug en doe gant Bettie. Hi a gavas gwelloc'h disoñjal hag e soubas er studioù. Un diplom war ar c'helenn a dapas kaout e College Peabody d'ar 6 a viz Even 1940. E 1943 e tapas kaout ur BA (Bachelor of Arts). Dimeziñ a reas gant Billy Neal, ha pa darzhas an eil brezel bed ec'h emouestlas en arme. Dispartiañ a rejont e miz Du 1947. Goude an disparti e labouras e-pad ur frapad e San Francisco hag e Haiti. Goude-se ez eas da New York gant ar pal dont da vezañ aktourez. E 1950 e kejas gant Jerry Tibbs, ur poliser dedennet gant al luc'hskeudenniñ. Gantañ e voe tapet he skeudennoù kentañ, ha savet he fortfolio kentañ. E 1951 e voe gwelet e meur a gelaouenn evit paotred, evel Wink, Titter pe c'hoazh Beauty Parade. Etre 1952 ha 1957 e voe luc'hskeudennet gant Irving Klaw : luc'hskeudennoù fetichour, levezonet gant ar sadomazoc'hegezh, a reas. Filmoù bihan, enno merc'hed gwisket gant dilhad-dindan, a reas ivez ganti. E 1953 e teskas ar vicher aktourez e Herbert Berghoff Studios, ha goude-se e c'hoarias war al leurenn, hag e filmoù skinwel. E 1954, e-keit ma oa e Miami e kejas gant meur a luc'hskeudenner, Bunny Yeager en o zouez. Gantañ e voe savet an heuliad luc'hskeudennoù anvet Jungle Bettie. Yeagaer a gasas luc'hskeudennoù da Hugh Hefner, hag eñ e penn ar gelaouenn Playboy, ha lakaet e voe Bettie Page da bin-up ar miz e miz Genver 1955. Er bloavezh-se e voe lakaet ivez Bettie Page da "Miss Pinup Girl of the World", "The Queen of Curves" ha "The Dark Angel". Ne ouezer ket re perak e chomas a-sav gant al luc'hskeudenniñ : marteze abalamour da gudennoù gant ar justis. Arabat disoñjal ivez e kemmas kredenn hag e teuas da vezañ kristen e 1959, e-pad ur chomadenn e Key West. Un displegadenn all e c'hall bezañ, dre ma troc'has an holl zarempredoù kent he doa bet. E 1958 e timezas gant Armond Walterson, ha dispartiañ a rejont e 1963. Fellout a rae dezhi dont da vezañ misionerez en Afrika met nac'het e voe outi, rak dispartiet e oa. Labourat a reas evit meur a aozadur kristen memestra, hag en em staliañ a reas e Nashville en-dro e 1963. Dimeziñ a reas en-dro gant Billy Neal. Asambles e chomjont e-pad ur frapadig. Distreiñ a reas da Florida e 1967, eno e timezas gant Harry Lear, ha dispartiañ a rejont e 1972. Mont a reas da Su California e 1979. Eno e kouezhas klañv, ha sach-blev a voe etrezi hag he ferc'hennez. Hervez ar vedisined e oa tapet Page gant skizofreniezh, hag ugent miz a dremenas en un ospital evit ar re klañv en o fennoù e San Bernardino. Goude bezañ bet oc'h en em gannañ gant ur berc'hennez all e voe aozet ur prosez, met lakaet e voe Page da sodez, ha dindan evezh e voe lakaet e-pad eizh vloaz. Kuitaat a reas Patton State Hospital (San Bernardino County) e 1992. Daoust da se e voe azeulet en-dro er bloavezhioù 1980, met ne ouezas ket.

E 1976 e teuas er-maez al levr anvet A Nostalgic Look at Bettie Page, ennañ ur meskaj skeudennoù bet tapet er bloavezhioù 1950. Etre 1978 ha 1980 e voe embannet peder levrenn anvet Betty Page: Private Peeks. E 1983 e voe embannet In Praise of Bettie Page — A Nostalgic Collector's Item, ennañ skeudennoù all. Bannoù-treset diwar he fenn a voe embannet ivez gant Dark Horse Comics ha gant Eros Comics. he buhez a gontas e-barzh Bettie Page: The Life of a Pin-up Legend, bet embannet e 1996.

Ul levr all diwar benn he buhez, anvet The Real Bettie Page: The Truth about the Queen of Pinups skrivet gant Richard Foster, a zeuas er-maez e 1997. Reuz a savas, dre ma lavare Page e oa traoù faos ennañ. E dibenn ar bloavezhioù 1990 e nac'has Page ma vefe tapet skeudennoù outi, dre ma oa deuet da vezañ tev. Cheñch a reas ali, hag e 1997 ec'h asantas bezañ diskouezet er skinwel, gant ma ne vefe ket embannet pelec'h e oa bet filmet, ha gant ma vefe kuzhet he dremm. E 2003 ec'h asantas bezañ skeudennet evit ar gelaouenn Playboy, met e 2006, pa voe savet ur pennad diwar he fenn e Los Angeles Times, e nac'has bezañ skeudennet, ha lavarout a reas e oa gwelloc'h dezhi e talc'hfe soñj an dud outi pa oa yaouank ha koant.

D'an 2 a viz Kerzu 2008 e c'houzañvas un taol-kalon. Kaset e voe d'an ospital, ha mervel a reas d'an 11 a viz Kerzu 2008.

He filmoù

kemmañ
  • Striporama (1953)
  • Varietease (1954)
  • Teaserama (1955)
  • Irving Klaw Bondage Classics, Volume I (London Enterprises, 1984)
  • Irving Klaw Bondage Classics, Volume II (London Enterprises, 1984)
  • Bettie Page: Pin Up Queen (Cult Epics, 2005)
  • Bettie Page: Bondage Queen (Cult Epics, 2005)
  • 100 Girls by Bunny Yeager (Cult Epics, 2005)
  • Bizarro Sex Loops, Volume 20 (Something Weird Video, 2008)

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.