Bezhinaer
Ur bezhinaer, pe goumonaer, a zo un den hag a zastum bezhin.
Istor
kemmañAr vicher gozh-se a veze kavet e Bro-Leon dreist-holl. En eil lodenn eus an XIXvet kantved ha kentañ lodenn eus an XXvet kantved e oa en he fonnusañ. Implijet e veze bigi-bezhina, tost da gant hanter-kant anezho a oa etre 1925 ha 1930.
Hiziv
kemmañDastumet a vez bezhin hiziv an deiz c'hoazh evit strujusaat al liorzhoù pe fardañ bezhin mat da zebriñ. Implijet e vez bigi-bezhina hag a ra gant ur « skoubidou » , da lavaret eo ur c'hrog bras e penn ur mell brec'henn. Tro-dro 2000 e veze dastumet 60 000 tonenn a dali. Lannildud eo porzh bezhina kentañ Europa.
Ar vezhinaerien en arzoù
kemmañGwerz ar vezhinaerien zo ur ganaouenn vrudet savet gant Denez Abernot ha kanet gant ar strollad Storlok.
Livet eo bet ar vezhinaerien vreizhat gant kalzik a livourien.
- Livourien skol Pont-Aven :
-
Clement Nye Swift, Ramasseurs de goémon, ca. 1875.
-
Paul Gauguin, Pêcheuses de goëmon, ar Pouldu, ca. 1889.
-
Maxime Maufra, La récolte des goémons, 1891.
-
Paul Rossert, Le ramassage du goémon, fin an XIXvet kantved.
-
Émile Jourdan,
Ramasseurs de goémon à Brigneau, ca. 1895. -
Henry Moret, Ramasseuses de goémon à Moëlan, 1900.
-
Henry Moret, Falaises d'Ouessant, 1902, goumonerezed o sec'hiñ bezhin.
-
Eugène Cadel, Récole du goémon, Raguénès, 1905.
-
Henry Moret, La récolte des goémons à Névez, 1908.
- Livourien all : meur a daolenn gant Louis Garin
-
Georges Clairin : Les brûleuses de varech à la Pointe du Raz, 1882.
-
Alfred Guillou, La ramasseuse de goémon, 1899.
-
Lucien Simon, Le Ramassage du goémon, ca. 1924.
Gwelet ivez
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Yves-Marie Rudel, Goulven le goémonier, Embannadurioù Colbert, Pariz, 1943, 219 p.
- Philippe Jacquin, Le Goémonier, Berger-Levrault, dast. « Métiers d'hier et d'aujourd'hui », Pariz, 1980, 115 p. (ISBN 2-7013-0384-2).
- Pierre Arzel, Les Goémoniers, Le Chasse Marée, Douarnenez, 1987, 305 p. (ISBN 2-903708-05-3).
- Pierre Arzel zo bevoniour ar pesketaerezh en IFREMER lec'h ma heul ar bezhina.
- Jean Simier, Mon « bagne » volontaire à Béniguet : les mémoires d'un paysan-goémonier aux îles, Beau fixe, Plougerne, 1994, 207 p (ISBN 2-910616-01-0).
- Gérard Borvon, Les algues hier et aujourd'hui, une industrie chimique en Bretagne.
- Fañch Elegoet, Bezhinerien an enezeier, Hor Yezh, 1982.
- Yves Bramoullé, Goémoniers des îles, Éditions Le Télégramme, 2002.
- Yves Bramoullé, Sur la route des goémoniers, Le Télégramme, 2020
Teulfilmoù
kemmañ- Yannick Bellon, Goémons, 1947, 20 mun.
Liammoù diavaez
kemmañ- Mirdi ar vezhinaerien hag ar bezhin, Plougerne (br), (fr), (en), (de)