Bourbonez
(Adkaset eus Borbonés)
Bourbonez[1] (Bourbonnais e galleg, distaget [buʁbɔnɛ]); Borbonés pe Barbonés en okitaneg), a reer eus ur broviñs kozh e-kreiz Rouantelezh Bro-C'hall hag e norzh Okitania. Emañ an hanterenn su en Okitania, gant kêrioù Montluçon ha Vichèi, hag an hanterenn norzh e Bro-C'hall eus tu kêr Moulins a zo kêr-benn ar vro. Gwechall e oa un dugelezh, "Dugelezh Bourbon". Staget eo bet ouzh Rouantelezh Frañs e 1531.
Eus ar proviñs d'an departamantoù
kemmañAbaoe rannidigezh Rouantelezh ar Frañs e departamantoù emañ ar pep brasañ eus Bourbonez e departamant an Allier, un darnig a zo en hini ar Cher, hag un nebeudig kumunioù en Nièvre, er Saône-et-Loire hag er Puy-de-Dôme. Hiziv an deiz eo stag eta ar braz eus Bourbonez ouzh rannvro vodern Arvern daoust ma n'emañ ket e Bro-Arvern.