Boris Leonidovitch Pasternak (Борис Леонидович Пастернак e rusianeg) (10 a viz C'hwevrer 1890 - 30 a viz Mae 1960 e Peredelkino e-kichen Moskov) a oa ur skrivagner rusianek, barzh ha troer. Roet e voe ar Priz Nobel evit al lennegezh dezhañ e 1958.

Boris Pasternak e 1969

Ganet e voe Boris Pasternak en ur familh yuzevien, mab da Leonid Pasternak, livour ha kelenner e skol livouriezh ha kizellouriezh Moskov, ha da Rozalia Kaufman, pianoourez.

Pa oa bugel e felle da Voris mont da sonaozer ha studiañ a reas ar sonerezh, met e 1908 e kavas gwelloc'h mont da studiañ ar brederouriezh e skol-veur Moskov hag e hini Marburg da c'houde.

Barzhonegoù e voe e skridoù lennegel kentañ. E 1914 e teuas er-maez e levr barzhonegoù kentañ Близнец в тучах ("ur gevell er c'houmoul"). Plijet kalz e voe ar barzh brudet Vladimir Mayakovskiy gant ar skridoù-se ha dont a reas da vout ur mignon bras da Basternak diwar neuze, betek e varv e 1930.

E 1917 hag e 1922 e voe embannet teskadoù barzhonegoù all gantañ. Buan e teuas Pasternak da vezañ anavezet e metoù al lennegezh. Met dre ma ne save ket a-du gant ar reizhiad politikel soviedel, ne oa ket gwelet gwall vat gant renerien ar stad : tamallet e veze dezhañ komz re en e skridoù eus an amzer dremenet, e-lec'h komz eus an amzer da zont, e stil ne oa ket sokialour a-walc’h... Er bloavezhioù 1930 ha 1940, e voe savet troidigezhioù gant Pasternak, evel oberennoù gant Rainer Maria Rilke, William Shakespeare ha Johann Wolfgang von Goethe.

Embannadur rusianek Doktor Jivago, moullet e Bro-C'hall e 1959

E oberenn anavezetañ, eo ar romant "Doktor Jivago". Ne voe ket aotreet e embann en Unaniezh Soviedel. Kaset e voe an dornskrid da Italia hag embannet e voe e 1957, en italianeg, gant an titl "Il Dottor Živago". E 1959 e voe embannet an destenn e rusianeg, met e broioù ar C’hornôg, gant ar CIA. Troidigezhioù e galleg hag e saozneg a voe embannet ivez. Buan e voe brudet ar romant er bed a-bezh. E 1958 e voe roet ar Priz Nobel da Basternak evit an oberenn-se. Fuloret e voe renerien an Unaniezh Soviedel. Gourdrouzet e voe Pasternak en e vro ha rankout a reas nac’h mont da Stockholm da resev e briz. N’eo nemet e 1985 e voe aotre da embann Doktor Jivago en Unaniezh Soviedel. Hag e 1989 e c’hallas unan eus mibien Boris Pasternak mont da Stockholm da gavout medalenn e dad.

Div wech e voe dimezet Boris Pasternak. Gant pep hini eus e ziv wreg e voe ganet ur mab. Mervel a reas Pasternak gant ur c'hrign-bev e 1960 ha douaret e voe e bered Peredelkino, ar gêr ma oa bet ganet.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.