Boris Porchnev
Boris Fyodorovitch Porchnev (rusianeg : Бори́с Фёдорович По́ршнев), ganet d'ar 7 a viz Meurzh 1905 e Sankt-Peterbourg ha marvet d'ar 26 a viz Du 1972 e Moskov, a oa un istorour soviedat anavezet evit e labourioù war an emsavadegoù pobl dindan renad ar roueed e Rouantelezh Frañs, en o zouez Emsavadeg ar Bonedoù ruz c'hoarvezet e Breizh. Doktor e oa ivez war ar skiantoù sokial ha labouret en deus war ar psikologiezh, ar ragistor hag an neuroyezhoniezh e-skeud orin mab-den.
Levrioù
kemmañ- Les soulèvements populaires en France de 1623 à 1648, S.E.V.P.E.N., Pariz, 1963 ; adembannet gant an titl Les soulèvements populaires en France au XVIIe siècle, Flammarion, Pariz, 1972.
- Les buts et les revendications des paysans lors de la révolte bretonne de 1675, e-barzh Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (collection 10/18), Pariz, 1975.