Bortziri
(Adkaset eus Bortziriak)
Bortziri pe Bortziriak eo anv euskarek unan eus 19 komark Nafarroa, anvet Cinco Villas e spagnoleg (Pemp kêriadenn e brezhoneg), en hanternoz Nafarroa, stok ouzh an harzoù gant ar stad c'hall ha kanton Ezpeleta.
Sed o anvioù:
An anv
kemmañDont a ra eus bortz, a zo pemp en euskareg, ha herri, bourk, gant an dibenn lies ak. Kenster eo an anvioù euskarek ha spagnolek eta.
Bevennoù
kemmañ- kumun Baztan, er reter
- kumun Bertizarana er c'hreisteiz
- ar stêr Urumea er c'hornôg, hag en tu all dezhi komark Bidasoa-Txingudi e proviñs Gipuzkoa,
- kanton Ezpeleta, e proviñs Lapurdi, en hanternoz