Pemp
niver
Pemp eo an niver etre pevar ha c'hwec'h, skrivet 5 e sifroù arabek ha V e sifroù roman.
Pempvet eo an anv-gwan-petvediñ a glot gantañ.
Heñvel eo gwrizienn ar ger pemp ouzh hini ar ger latin quinque[1].
Kavout a reer an niver pemp e meur a droienn, en o zouez :
- ar bloavezh 5 a-raok Jezus-Krist.
- ar bloavezh 5 goude Jezus-Krist.
- pemp biz an dorn pe an troad, e korfadurezh an dud ha loened all ;
- pemp piler an islam ;
- N° 5, ur porfum gant Chanel.
Relijion
kemmañ- Ar Pentateuc'h eo an anv a reer eus pemp levr kentañ ar Bibl.
- Enor da dad ha da vamm eo ar pempvet gourc'hemenn a-berzh an doue en Testamant Kozh (Ermaeziadeg XX,3-17 hag Adlezenn V,7-18).
Douaroniezh
kemmañTud
kemmañ- Ar Pemp, ur strollad sonaozerien rusian.
- The Dave Clark Five, laz-seniñ saoz er bloavezhioù 1960.
Lennegezh
kemmañ- Ar Pemp Skoed a Vreizh, ur romant gant Evelyne Brisou-Pellen.
- The Famous Five ("Ar Pemp Brudet"), un heuliad romantoù evit ar vugale skrivet gant Enid Blyton.
Notennoù
kemmañ- ↑ Lexique étymologique du breton moderne, V. Henry, 1900, p. 219