Botez-koad
Ar botoù-koad (ur votez-koad en unander) zo botoù graet e koad, faou peurliesañ, hogen haleg ivez.
E kalz broioù europat e veze gwisket botoù-koad. Brudet eo botoù-koad an Izelvroioù ha re Sveden, en Europa, ha re Japan en Azia.
E Breizh
kemmañE Breizh, war ar maez, e veze botoù-koad gant an holl betek er bloavezhioù 1950. Botaouerien-goad a vicher a oa, evel tad-kozh Pêr-Jakez Heliaz[1]. N'eus ket kalz anezho ken[2]. Gwelet e veze :
- "botoù Kerne" : e koad en o fezh, tachet an dindan, douget gant ur c'houchad plouz e-barzh
- "botoù Leonad" : ur vourellenn lêr war-c'horre chouk an troad (dindan, bandennoù kaoutchou kentoc'h), douget gant chaosonoù an aliesañ
- evit ar merc'hed, boteier skañvoc'h gant ul lêrenn dantelezet (evit ar Sul hag ar pourmen)
Skeudennoù
kemmañ-
Klomp eus an Izelvroioù
-
E doare sandalennoù
-
E Japan
-
En Izelvroioù
-
Botoù-koad e Lamedo, e kumun Cabezón de Liébana, e Kantabria, e Spagn. Ar re-mañ zo graet da vont war an erc'h.
-
E Lancashire, e Bro-Saoz.
-
Botoù-koad an Ardenne. War ziskouez e Mirdi Porcheresse.