Bouches-de-l'Yssel
Bouches-de-l'Yssel zo anv un departamant gall savet en Izelvroioù d'ar 24 a viz Ebrel 1810, pa voe staget an Izelvroioù ouzh Bro-C'hall. Kêr Zwolle a oa ar pennlec'h anezhañ.
An anv
kemmañMonden van de IJssel e oa an anv e nederlandeg. Dont a ra an anv eus hini ar stêr IJssel, a zo Yssel e galleg.
Douaroù an departamant zo bremañ e proviñs Overijssel
Arondisamantoù ha kantonioù
kemmañ- Zwolle, kantonioù: Hasselt, Kampen, Steenwijk, Vollenhove haZwolle.
- Almelo, kantonioù: Almelo, Delden, Enschede, Goor, Oldenzaal ha Ootmarsum.
- Deventer, kantonioù: Deventer, Hardenberg, Ommenha Raalte.
War-lerc'h faezhidigezh an impalaer Napoleone Buonaparte e 1814 e voe ebarzhet an departamant en Izelvroioù.