Dor Brandenburg (Brandenburger Tor en alamaneg) a zo ur savadur e digor kornôg Berlin gozh. Un arouez eus Berlin eo. Savet eo bet gant Carl Gotthard Langhans (1732-1808) evit ar roue prusian Friedrich-Wilhelm II Prusia (1744-1797). Savet eo bet etre 1788 ha 1791, hag ur savadur a c'hiz nevezklasel eo.

Ar Brandenburger Tor e 2015.

Kinnig hag istor

kemmañ

E penn bali Unter den Linden emañ Dor Brandenburg, e-lec’h ma’z eus bet un nor all, bet savet e 1734. Ment an nor :

  • 26 metrad uhelder
  • 65,5 metrad ledander
  • 11 metrad donder

Enni ez eus ivez pemp tremen ha daou diig. E 1793 e voe ouzhpennet en he fenn uhelañ ar pevar-a-gezeg (ur skeudenn eus doueez Viktoria gant he c’harr sachet gant pevat marc’h eo) savet gant Johann Gottfried Schadow (1764-1850). Un delwenn kouevr eo. E 1806 e voe kemeret gant Napoléon Bonaparte, hag a felle dezhañ he c’has betek Pariz. Pa voe kollet ar galloud gantañ e voe kaset da Verlin en-dro. Dreset e voe, hag ouzhpennet e voe un arouez a c’halloud (erer Prusia) en penn an delwenn.

E-keit ma oa eus ar c’haiser, e oa an den nemetañ a c’halle treuziñ anezhi e he c’hreiz. E-kerzh emgann Berlin ez eas soudarded alaman da guzhat a-dreñv ar pevar-a-gezeg. Eus al lec’h-se e tennent, neuze e voe gwallaet ar pevar-a-gezeg, war-bouez daou varc’h. Goude an eil brezel-bed e voe lakaet neuze un nor all, e plastr, en he flas. D’an 21 a viz Gwengolo 1956 e tivizas maer Berlin ma vefe nevesaet an nor (an hini nemeti eus holl dorioù kozh ar gêr hag a oa chomet en e sav). D’ar 14 a viz Kerzu 1957 e voe echu gant al labourioù. Pa voe savet Moger Berlin (d'an 13 a viz Eost 1961) ec’h en em gavas an nor en no man’s land, ha ne c’helle den ebet treuziñ anezhi. N’eus nemet an dud tost ouzh harz ar reter a c’halle gwelout anezhi. Da vare rann Berlin e voe tennet an erer a oa e penn an nor, ha lakaet en-dro ur wech unvanet Alamagn.

Holl zarvoudoù pouezus istor Berlin a zo stag ouzh an nor, rak un arouez eus ar gêr hag eus ar stad eo. D’an 22 a viz Kerzu 1989 e voe digoret Moger Berlin da live an nor goude ma vefe en em vodet eno ouzhpenn 100 000 den. E-pad 22 vloaz ez eus bet labourioù a-benn nevesaat anezhi, ha diskouezet eo bet d’an dud e-kerzh ul lid-digor bet aozet d’an 3 a viz Here 2002. Dor Brandenburg a weler war pezhioù 10, 20 hag 50 kantim euro alaman, evel un arouez eus unvanidigezh Alamagn.

Skeudennoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.