Brehon B. Somervell

Brehon Burke Somervell, ganet d'an 9 a viz Mae 1892 hag aet da Anaon d'an 13 a viz C'hwevrer 1955, a oa ur jeneral eus arme ar Stadoù Unanet ha penn jeneral en Army Service Forces e-pad an Eil Brezel-bed. Gant ar renk-se e oa e karg eus dafariñ al. Pa'z eas da Anaon, ar Washington Post a ziskrivas anezhañ evel "one of the ablest officers the United States Army has produced" (brezhoneg: "unan eus an ofiserien varrekañ a voe produet gant lu ar Stadou Unanet").

Brehon B. Somervell
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv-familhSomervell Kemmañ
Deiziad ganedigezh9 Mae 1892 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLittle Rock Kemmañ
Deiziad ar marv13 C'hwe 1955 Kemmañ
Lec'h ar marvOcala Kemmañ
Lec'h douaridigezhArlington National Cemetery Kemmañ
Michermilour Kemmañ
Bet war ar studi eUnited States Army Command and General Staff College, United States Military Academy, United States Army War College Kemmañ
Grad miloureljeneral Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed Kemmañ
Skour luUnited States Army Kemmañ
Prizioù resevetDistinguished Service Medal, Knight Commander of the Order of the British Empire, Legionnaire of Legion of Merit Kemmañ
Ar jeneral Brehon B. Somervell a-zehoù e-pad Potsdam prezegenn Potsdam e 1945.

Evel penn d'an divizion sevel United States Army Quartermaster Corps e 1941, Somervell a oa bet karget da sevel un heuliad kampoù ha savadurioù evit lojañ ha gourdoni an niver uhel a emezelidi a oa bet el lu. Evel boaz, Somervell a oa deuet a-benn da seveniñ ar savadurioù lies ha pouezus evit an nerzh brezel hep kaout dale. E-touez an holl vennadoù pouezus e voe unan o vezañ pouezusoc'h eget ar re all hag a oa hini ar Pentagon. Ar chanter a voe hir ha kasaus evit ar jeneral met hiziv an deiz c'hoazh ez eo e bennoberenn. Ar Pentagon a zo brudet dre ar bed a-bezh abaoe fin al labourioù d'ar 15 a viz Genver 1943. Etre 1942 betek 1945, Somervell a oa bet karget gant penn d'an Army Service Forces, an nerzhioù dafariñ d'an US Army.