Breudeur ar C'hoadeier

Breudeur ar C'hoadeier (estoneg : metsavennad, latveg : mežabrāļi, lituaneg : miško broliai) a oa anv partizaned enep-komunour ha broadelourien a orin eus teir bro : Estonia, Latvia ha Lituania. Ul lodenn anezho a oa bet emouestlet pe rediet da emouestlañ er Waffen-SS e-pad ar Brezel war Talbenn ar Reter (1941-1945).

Adolfas Ramanauskas anv kod "Vanagas", penn ar bagad Lietuvos Laisvės Kovos Sąjūdis.

A-feur ma tec'he al luioù Nazi eus ar broioù balt e teue anatoc'h-anatañ da dud ar broioù-se ne vefe ket adrentet o dishualded d'o bro (dieub abaoe 1918) met e oa un aloubadeg gant an URSS. Kroget e voe gant broadelourien ar vro ur guerrilla enep-komunour oc'h implij ar c'hoadeier evit bevañ hag en em guzhañ. Etre 50 000 ha 170 000 den a emezelas en aozadur, ar stourm a badas dreist-holl betek 1953 pa varvas Stalin hag e voe kinniget un distaoladeg.

Kalju Jakobsoo e 2008 e-pad ul lid-koun. Ezel eus an divizionoù 5vet SS Panzergrenadier Divizion Wiking hag 20vet Waffen Grenadier Divizion eus an SS (1añ Estonian), deuet da vezañ ezel eus Breudeur ar C'hoadeier.

Doareoù dreistbevañAozañ

Evit chom bev er c'hoadeier, dreist-holl e-pad ar goañv, e oa ret d'ar vreudeur bezañ sikouret gant ar boblañs evit ar boued, dilhad... Lod eus ar Vreudeur o devoa savet bunkerioù dindan-zouar[1].

 
Lid-koun er Sinimäed Memorial e 2009. Amañ e vez gwelet lod Breudeur ar c'hoadeier.

KastizAozañ

Pa veze tapet un ezel eus an aozadurioù enep-komunour e c'helle bezañ jahinet evit kaout titouroù ha kaset d'ar goulag e Siberia, pe lazhet war al lec'h[2].

Ment ar bagadoùAozañ

Ment an unvezioù a oa lies kement hag an doare tud a veze kavet enno. Mont a rae eus un den e-unan o sevel trapoù betek bagadoù a c'helle talañ ouzh unvezhioù al Lu Ruz e-pad emgannoù.

Liammoù diavaezAozañ

Oberennoù savet diwar o fennAozañ

FilmoùAozañ

FilmigAozañ

Notennoù ha daveennoùAozañ