Brezel an Devolusion

Brezel an Devolusion pe Brezel an Dereadur[1] (24 a viz Mae 1667 - 4 a viz Mae 1668) zo ur brezel entre ar rouantelezh c'hall dindan Loeiz XIV ha Spagn dindan Carlos II. Echuiñ a eure gant Feur-emglev Aachen.

Loeiz XIV en Arras e 1667
Adam François van der Meulen, 1667

Abegoù ar brezel

kemmañ
 
Maria Tereza Spagn (1638-1683), gant Charles Beaubrun.
 
Loeiz XIV war-dro 1661, gant Charles Lebrun.

Pa varvas Felipe IV, roue Spagn, d'ar 17 a viz Gwengolo 1665, e laoskas e rouantelezh gant e vab nemetañ, Carlos II, ur skribiton pevar bloaz, ma soñje an holl edo o vont da vervel prestik. Neuze e vije ezhomm da c'houzout piv ac'h aje da roue. Se zo kaoz e voe graet emglev, e kuzh, e miz Genver 1668 e Vienna, gant deuñvien ar roue kozh : an impalaer Leopold Iañ an Impalaeriezh Santel, a oa dimezet da Marc'harid Tereza Aostria (1651-1673), ha Loeiz XIV.

Abaoe 1660 e oa dimezet ar roue gall da Maria Tereza Spagn (1638-1683), merc'h henañ roue Spagn. En anv e bried spagnol e c'houlennas kaout meur a broviñs spagnol. Koulskoude, pa oa dimezet Maria Tereza, he devoa dilezet he gwirioù, hervez ma oa skrivet splann en he c'hontrad-eured, ha disklêriet e feur-emglev ar Pireneoù e 1659.


Ar Merour-Meur Johan de Witt a glaskas mirout ouzh ar brezel oc'h ober da Loeiz XIV ober emglev ha dilezel gwirioù e bried war rouantelezh Spagn en eskemm ouzh dugelezh Luksembourg, Cambrai, Douai, Aire, Saint-Omer, Bergues ha Furnes. Ne fellas ket d'ar roue gall ha brezel a voe en 1667.

Notennoù

kemmañ
  1. Termofis, geriadur Ménard.