Brown Bess
Brown Bess eo an anv a veze roet dre voaz d'ar rummadoù fuzuilhoù saoz Land Pattern, produet adalek 1720 hag e servij en arme Breizh-Veur betek 1867 evit adstummoù zo.
Land Pattern "Brown Bess" | |
---|---|
Ur fuzuilh Brown Bess, stumm Short Land Pattern |
|
Kinnig | |
Bro | Bro-Saoz |
Doare | Fuzuilh un-tenn |
Mont en-dro | Platinenn-gailhastr, karget dre he beg |
Kalibr ar c'hanol | 19 mm |
Mare implij | 1722-1867 (Breizh-Veur) |
Pouez ha muzulioù (stumm Long Land Pattern) | |
Mas | 5 kg |
Hirder | 1.600 mm |
Hirder ar c'hanol | 1.168 mm |
Perzhioù teknikel | |
Bannadell | Boledoù plom ront bihanoc'h o zreuzkiz (18 mm) evit hini ar c'hanol evit chom hep lousaat anezhañ betek re gant restachoù poultr du |
Tizh o vont er-maez | 450 m/s |
Lusk-tennañ | Hervez an tenner, peurliesañ war-dro 3 zenn/mn |
Hed-tenn pleustrek | Etre 50 ha 95 m |
Adstummoù | Long Land Pattern (stumm kentañ), Short Land Pattern, Sea Service Pattern, Indian Pattern, New Land Pattern, New Light Infantry Land Pattern Cavalry Carabine |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | D |
Istor ha mont en-dro
kemmañAr Brown Bess a oa ur rummad fuzuilhoù dezhe ur blatinenn-gailhastr savet er bloavezhioù 1720 diwar c'houlenn ar roue saoz Jorj Iañ. Ar stumm kentañ Long Lang Pattern a zo bet meur a adstumm dezhañ, en o zouez reoù berroc'h o c'hanol evel ar Short Land Pattern[1]. Fuzuilh standart armeoù Impalaeriezh Breizh-Veur e voe eus deroù an XVIIIvet kantved betek kreiz an XIXvet ha donedigezh ar platinennoù-skeiñ war an armoù. Implijet e voe neuze fuzuilhoù ar rummad Land Pattern e kalzig brezelioù trevadenniñ hag e brezelioù Napoleon da skouer.
Un arouez eus astenn an impalaeriezh ha deus galloud Breizh-Veur er bed eo an arm-mañ c'hoazh. Ur varzhoneg diwar e benn ("Brown Bess") zo bet savet gant ar skrivagner Rudyard Kipling e 1911. Enni e kan meuleudi d'ar fuzuilh ha d'ar pouez he deus bet e savidigezh an impalaeriezh.
Daveennoù
kemmañ- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie Visuelle, L'Imprévu, 2022, pp. 110-111