Skignañ ha Brudañ

(Adkaset eus Brudañ ha Skignañ)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Brudañ ha Skignañ a voe ur gevredigezh krouet er bloavezhioù '60 evit dasparzhañ titouroù diwar-benn Breizh. Adal ar bloavezhioù 2010 e bled gant ar c'heleier brezhonek war ar gwagennoù. E 2023 en deus bodet pemp skingomz brezhonek pe divyezhek brezhoneg-galleg dindan ar merk Radio Breizh, ul lec'hienn InternetRadiobreizh.bzh, bouetet gant pep anezho.

Brudañ ha Skignañ, ajañs kehentiñ an Emsav en e vod kentañ kemmañ

Krouet e voe ar c'hevarzhe Brudañ ha Skignañ e Roazhon e-barzh ostel prevez kontez a Rohan-Chabot[1], e-lec'h ma veze ur greizenn bolitikel ha sevenadurel breizhek. Eno e veze moullet dafaroù evit ar stourm emsavel. Deskrivet eo bet an disoc'hoù e-barzh Al Liamm, niv. 101, Du-Kerzu 1963 : Hag evit an daoulagad ? Enskrivadurioù brezhonek war dalbenn peder stal, war re ar C'helc'h Keltiek, ar C'helc'h Breton, ar Gevrenn. Levrioù brezhonek e peder stal da vihanañ. Traktoù ha skritelloù brezhonek pe zivyezhek da geñver Devezh ar Brezhoneg, beilhadegoù ar C'helc'h Sevenadurel, Pardon Sant Erwan, Oferenn ar Vrezhonegerien ha re all niverus a drugarez da « Brudañ ha skignañ ».

Brudañ ha Skignañ, servij dasparzhañ ar c'heleier evit ar skingomzoù brezhonek  kemmañ

Er bloavezhioù 2000 eo deuet Brudañ ha Skignañ kevread ar skingomzoù brezhonek evit sevel produadur efedus ha micherel ar c'heleier e brezhoneg. Ennañ eo bet bodet ar skingomzoù vrezhonek pe divyezhek e Breizh.
Div skingomz vrezhonek :

Div skingomz divyezhek brezhoneg-galleg :

Ur skingomz galleg-gallaoueg :

Darn-vuiañ obererezh Brudañ ha Skignañ a zo pourveziñ d'ar skingomzoù kevreet abadennoù kelaouiñ ha podkastoù kelaouiñ dindan ar merk Keleier ar Vro. E 2023 e veze gopret 5 kelaouenner

E-doug emvod-meur ar c'hevarzhe e Karaez (19 a viz Gwengolo 2020) en doe divizet sevel ur raktres evit skingasdre ar skingomz niverel douarel (RND) e Breizh. Ur c'henurzhier skridaozerezh (Erwan Blanchard) ha 4 kelaouenner e voe gopret er mare-se.
D'an 14 a viz Here 2023 eo bet dalc'het e Plañvour emvod-meur Brudañ ha Skignañ m'eo bet lakaet da brezidant, Alan Kloareg gantañ. Divizet ez eus bet ober gant ar merk Radio Breizh a vezo al label ma vez produet keleier brezhonek dre skingomz dindannañ.

Liamm diavaez kemmañ

Levrlennadur kemmañ

 Lec'hienn RadioBreizh  kemmañ

Porched ar radioioù e yezhoù Breizh : https://radiobreizh.bzh. Drezañ e c'heller selaou ouzh ar skingomzoù kevreet ha sellout ouzh o frogramoù.

 Notennoù ha daveennoù  kemmañ

  1. 30 plasenn al Lisoù.