Ar bug, pe bugelenn (Ruscus aculeatus) zo brousgwez eus ar seurt anvet Liliaceae pe Ruscaceae, da lavarout eo ur seurt kelenn bihan.
"Beuz-bleiz", "gargel", "gargelenn" a veze graet anezho gant Anjela Duval.

Bug (Ruscus aculeatus bugelenn liliacea)
Hugennoù ar bug

Delioù lemm zo dezho, hugennoù ruz ha kontammus, ha bleunioùigoù a gresk en o c'hreiz.
Ar savioù yaouank a c'heller debriñ kriz pe poazh, evel an asperjez gouez ; pistrius eo ar frouezh koulskoude.
En Il-ha-Gwilun e vezent gwerzhet war marc'had Roazhon betek an Eil brezel-bed, rollet e stumm ur voulenn hag a servije neuze da gempenn ar gegin, betek en oaled ; begoù an delioù a servije da skrabañ ha da lemel kuit ar gramenn. Ur paotr-ludu eus Roazhon a lavare en o implije bemdez evit skrabañ tuellennoù ar siminalioù.

Er Gironde e vezent implijet evit fardañ un troad skubelenn.

Er I kantved eo bet implijet gant al louzaouer gresian Dioscoride evit talañ ouzh poanioù ar merc'hed en o forzhioù pe en o mizoù, ouzh an drougoù er c'hwezigell.

Anvioù all kemmañ

  • Beuz an diaoul, beuz-bleiz, banal-bugel.

Pennad-kar kemmañ