Buhezskridoù sent Breizh
Buhezskridoù sent Breizh a zo un hollad skridoù savet diwar-benn buhez sent Breizh, pe sent vrezhon ar VIvet kantved, ha skrivet e manatioù Breizh en IXvet kantved. Skrivet int e latin, hag abalamaour da se eo e vez meneg a-wechoù, gant an istorourien, eus Vita (buhez) pe Vitæ (buhezioù) sant pe sant.
Roll ar buhezioù sent
kemmañ- Vita sant Samzun eus Dol, a hañval bout ar goshañ, skrivet er VIIvet kantved, a-hervez, ha dizanv
- Vita sant Gwennole, a savas manati Landevenneg, skrivet gant Gourdisten, abat ar manati etre 857 ha 884
- Vita sant Tudwal, eus Landreger
- Vita sant Maloù, savet gant ar manac'h Bili, eus Aled
- Vita sant Paol Aorelian, gant Wrmonoc, eus Landevenneg, diskibl d'ar manac'h Gourdisten: echuet e vije bet e 884
- Vita sant Meven, a savas abatioù Gwazel ha Sant-Meven
- Vita sant Ildud, hini sant Meriadeg, ha re all.
Levrioù
kemmañ- Buhezioù sent:
- Levrioù a bep seurt:
- Nora Kershaw Chadwick, The colonization of Brittany from Celtic Britain, 1965. La colonisation de la Bretagne armorique depuis la Bretagne celtique insulaire. Armeline, 1999.
- Nora Kershaw Chadwick.Les Royaumes Celtiques, 1967, gant Nora Kershaw Chadwick ha Myles Dillon. Arthème Fayard 1974. Marabout 1979. Adembannet e 1999.
- Nora Kershaw Chadwick, Early Brittany. 1969