Camilo Castelo Branco
Camilo Ferreira Botelho Castelo Branco (Lisbon, 16 Meurzh 1825 — São Miguel de Seide, 1 Mezheven 1890) a oa ur skrivagner, troer, barzh, buruteller hag istorour eus Portugal. Ur skrivagner puilh e skridoù e voe ha sellet a reer outañ evel unan eus tadoù ar romantoù modern e Portugal, en XIXvet kantved.
Camilo Castelo Branco | |
---|---|
Poltredet gant Pastor | |
Ganedigezh | Camilo Ferreira Botelho Castelo Branco 16 Meurzh 1825 Lisboa Portugal |
Marv | 1 Mezheven 1890 São Miguel de Seide Portugal |
Broadelezh | Portugalat |
Alma mater | Skol-veur Porto |
Micher | Skrivagner, troer, dramaour, barzh, istorour |
Luskad | Romantelouriezh |
Pennoberenn Amor de Perdição ("Karantez kondaonet", 1861) | |
Web (pt) | camilocastelobranco.org |
Ur gwall vuhez en doe Camilo Castelo Branco, turmudus a-walc'h evel hini tudennoù e levrioù. Mab bastard e oa d'un tad nobl ha d'ur vamm kouerez. Koll a reas e vamm da zaou vloaz hag e dad da zek vloaz. Desavet e voe gant moerebed dezhañ e Trás-os-Montes, e hanternoz Portugal. Pa oa krennard e reas anaoudegezh gant al lennegezhioù klasel, portugalek ha latin.
Studioù doueoniezh ha mezegiezh a reas a-bep-eil e Porto hag e Coimbra. Darbet e voe dezhañ mont da veleg, met labourat a reas evel kazetenner. Neuze en em lakaas da skrivañ ha da dreiñ oberennoù lennegel diwar yezhoù all. Diwezhatoc'h, goude gounezet un tamm brud gant e skridoù, e voe anvet da gont gant ar roue Luís Iañ.
Hag eñ klañv ha dall en em lazhas gant un tenn pistolenn da 65 bloaz.