Bleiz gris

C. lupus


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Canidae
Genad : Canis
Anv skiantel
Canis lupus
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ur pennad Bleiz (disheñvelout) zo ivez.

Ar bleiz gris (Canis lupus) a zo ur bronneg kigdebrer eus kerentiad ar c'hanidae. Kenorin eo gant ar c'hi (Canis lupus familiaris). Fonnus e veze ar bleizi gris en Eurazia a-bezh, en Amerika an Norzh hag er Reter krenn met abalamour d'an hemolc'h ha da zistrujadenn e endro n'en kaver mui nemet en un darn eus e annezva kozh. Daoust ma n'eo ket bezant er bed a-bezh eo en arvar e meur a rannved.

Ur perzh pouezus-tre en ekosistemoù m'e gaver en deus ar bleiz gris. Bevañ a ra en endroioù liesseurt kenañ : pradennoù, koadegoù klouar, menezegoù, stepennoù, taiga ha toundra.

Livadur

kemmañ

Kemm a ra kalz ment ha pouez ar bleizi hervez ar rannvedoù, hag e vezont brasoc'h en hanternoz. Ar peurliesañ e vuzul ar bleizi etre 0.6 ha 0.9 metr ha pouezañ a reont etre 33 ha 62 kg. Pennoù'zo en Alaska a dizh 77 kg. Ar bleiz brasañ anavezet a oa bet lazhet en Alaska e 1939. Pouezañ a rae 80 kg. Ar bleizi bihanañ eo isspesad ar bleizi Arabia : pouez o farezed a ya da 10 kg hepken.

Evid kaleter e oa bet savet korf ar bleiz gris. E vruched strizh hag e revr galloudus a lakaa da aesoc'h ar c'herzhadegoù hir. Galloud a ra redek meur a gilometr da zek kilometr dre eurvezh ga tizhout a c'hell 65 km\e e-pad un hemolc'h.

Kerzhout a c'hell ar bleizi war un niver bras a zachennoù ha gweñv tre ez int en erc'hegoù. Roeñvoù bihan o-deus etre o bizied-troad a ro tro dezho da gerzhout en un doare aesoc'h war an erc'h. Dijitigrad ez int ivez, ar pezh a ro tro dezho da rannañ pouez o c'horf en un doare ingaloc'h. Ar pavioù a-raok a zo brasoc'h eget ar re a revr hag ur pempvet biz-troad aspadennek o-deus. O skiltroù dall a skoazell anezho da chom war-sav war gorreoù risklus ha gwazhiennoù ispisial a vir ar pavioù ouzh ar rev. Gwrag-c'hwezh lec'hiet dindan ar pavioù a lez arouezioù kimiek war ar gorre ha ga harp ar bleizi da gavout o merkoù ha da ziskouez d'o c'hennouennidi pelec'h emaont.

 

Gallout a ra ur bleiz seblantout brasoc'h eget m'eo abalamour d'e vlevad stank a vez kenaozet a zaou wiskad. An hini kentañ a zo graet gant blev kalet a vir an aneval ouzh an dour hag ar poultr. An eil a zo stankoc'h ha dizintrus ha mirout a ra ar bleiz ouzh ar yenijenn. Kemm a ra blevad ar bleiz hervez an amzer. O blevad-goañv a vez ar barrezed o virout hiroc'h eget ar piri.

Kemm a ra liv ar blevad eus ar gris betek ar gell-gris en ur dremen dre ar gwenn, ar ruz, ar gell pe an du. E darn vrasañ ar poblañsoù e vez mesket liv ar pennoù met n'eo ket ral da gavout un aneval (pe zoken ur boblañs) a zo ul liv nemetañ e vlevad. Ar bleizi gwenn a vez boutinoc'h er broioù ma vez erc'h er gouañv. Dr c'hrisoc'h ez a blevad ur bleiz pa gosha.

Gouennadur

kemmañ
 
Ur bleizig hag e vamm.

Anien a ouennadur a vez o vroudañ ar bleizi youank da vont kuit eus ar bagad-chas da gercc'hat un dachennad ma c'hellint sevel ur c'hlan nevez. O c'hoarvez ur wech pep bloaz e vez ar skigadeg-mañ. Evel ma ne baront ket an eil gant an egile bleizi eus ar memes bagad ez eus ezhomm eus daou vagad da grouiñ unan nevez. Pa gej daou vleiz o-deus aet kuit eus o vagad-chas e krogont da sevel un dachennadenn nevez. Betek ar varv e vez o padout al liamm etrezo.

Ar c'houpl alpha hepken a bar (se a zo un doare ag aozadur a gaver s spesadoù arall a gion o vevañ e bagadoù-chas evel an Dhol pe al Lykaon. Etre genver hag ebrel emañ an amzer-parañ. Diwezhatoc'h e vez er broioù yen. Un torad nemetañ e vez ganet e pep bagad-chas estreget a far ar par alpha gant unan eus ar barrezed mestroniet. Ma c'hell-hi an dra-mañ e arnodo ar penn-barrez da virout an dra-se da c'hoarvez dre bellaat he c'hevelerezed diouzh ar par.

Etre 60 ha 63 devez e pad an dougen. War dro 500 g e pouez ar venned. Dall ha bouzar ez int ha ne c'hellont ket bevañ hep ho mamm. Ur barrez a c'hell genel etre 1 ha 14 bleizig. Chom a reont er mougev betek ma vez tizhet oad teir sizhunvezh ganto. En un dachenn uhell e vez lec'hiet ar mougev ar peurliesañ ha tost ouzh an dour. Bez ez eus ur "gambr" en e benn, goude un hent-riboul a c'hell muzul meur a vetrad. Goude teir sizhunvezh ez a ar bleizig da zizalc'hoc'h ha kregiñ a reont da ergerzhout o endro. Gallout a reont pellaat ag ur c'hilometrad pa dizhont 5 sizhunvezh. Goude div sizhunvezh e krogont da zebriñ kig adskopet ha dizonet e vezont goude 8-10 mizvezh. E-pad ar sizhunvezhioù kentañ e ra ar vamm war-dro e venned ganti hec'h unan met skoazellet e vo diwezhatoc'h gant ar peurrest eus ar bagad-chas.

 
Ur bleiz e-kichenn e zouarenn.

Goude div vizvezh e vo ar bleizigoù diblaset d'ul lec'h ma vint e surentez tra yelo ar bagad-chas da hemolc'hiñ. Unan pe daou vleiz vras a chom ganto d'o mirout. Goude un nebeud a sizhunvezhioù muioc'h e vez aotret ar bleizigoù da heuliañ ar re vras ha gwir o-deus da zebriñ da gentañ daoust d'o renk izel. Ne gemerint ket perzh en hemolc'h kent ma vez tizhet eizh mizvezh ganto. Da stourm etrezo e krog da sevel ur renkadurezh ha da embreger al lidoù ag aotrouniezh hag a sujidigezh diouer d'o vuhez kevredel.

O oad-gour e tizh ar bleizi goude daou pe tri bloavezh. Oblijet e vo kalz anezho neuze da vont kuit eus ar chasha da grouiñ ur chas nevez. Etre 6 ha 8 bloavezh e c'hell bevañ ar bleizi en natur hag-eñv e c'hellont bevañ div wech hiroc'h en erreoù. Uhel-tre eo ar feur-merventez. Kalz bleizigoù a varv gan an aon ha kalz arall a vez lazhet gant preizherien evel arzhed, koyoted pe lern. Mervel a ra ar bleizi en abeg d'ar bigrierezh, d'ar gwallzarvourdoù-kar ha da c'hloazioù-hemolc'h. Daoust ma c'hell bleizi tizhet ganto o oad-gour bezañ lazhet gant preizherien o enebour pennañ a vez bleizi o tont eus chaseoù arall.

Emzalc'h

kemmañ

Kenere

kemmañ
 
Ur bleiz aonik.
 
Ur bleiz sujet.

Daoust ma n'o deus yezh ebet e c'hell ar bleizi kaout darempred a-drugarez d'un nivrer bras ag arouezioù korfel

Aotrouniezh : ur bleiz oc'h aotrouniañ a chom war-sav, e bavioù sonn hag e zivskouarn war sav. Sonn e vez al lost alies ivez. En doare-se e tiskouez ar bleiz eñ-deus ur renk uhel er chas. Galloud a ra ivez ur penn-bleiz sellout pizh unan izeloc'h e renk, e lakaat war an douar pe pignat war e zivskoaz.

Sujidigezh (oberiant) pa fell d'ur bleiz diskouez eo sujet e izel-eñv e gorf a-bezh ha tronsañ a ra e ziweuz. Izelaet e vez al lost pe lakaet etre an divhar a revr. Tuet e vez ar vuzell war du ar penn-aneval.

Sujidigezh (distrivant) kreñvoc'h e vez ar sujidigezh distrivant eget an hini oberiant. War e gein en em lakaa an aneval hag e c'houzoug e tiskouez d'ar penn-aneval.

Kounnar war-sav e vez divskouarnn ur bleiz fuloret. Diskouez a ra e zent ha gallout a ra oc'hal.

Aon : ur bleiz an aon gantañ a esae d lakaat e gorf da seblant bihanoc'h eget m'eo e gwirionez. Pladañ a ra e zivskouarn war e benn. Strishat a ra e zaoulagad hag etre e divhar e laka e lost evel un aneval sujet.

Ouzh en em zifenn : ur bleiz ouzh en em zifenn a blad e zivskouarn war e benn.

Chaseal ar bleiz

kemmañ

Chaseal ar bleiz a veze graet war varc'h gant an dud uhel ha war droad gant tud ar bobl

Gerioù (deveret, kar, kevrennek,...)

kemmañ

Lavaredoù

kemmañ

Troioù-lavar

kemmañ
  • Bezañ evel ar blei(z): kontant da gaout kuit a reiñ
  • Bezañ skragn evel ur bleiz: pizh-gagn.

Krennlavaroù

kemmañ
Pa gomzer eus ar bleiz
E vez gwelet e benn, pe e lost, pe e greiz.
Pa vez komzet eus ar bleiz e vez gwelet e lost,
Pe a bell pe a dost.
Evit reizhañ ar bleizi
Ez eo ret o dimeziñ.
Da heul ar bleiz ned a ket an oan.


Sellit ouzh ar ger bleiz er
wikeriadur, ar geriadur frank.