Tasmant en ti

romant
(Adkaset eus Cartas de inverno)

Tasmant en ti (pe Cartas de inverno e galizeg) zo ur romant gant Agustín Fernández Paz, embannet en 1995 gant an Edicións Xerais e galizeg, hag advoulet un ugent gwech bennak, hag embannet e brezhoneg e 2013 gant Sav-Heol.

An istor

kemmañ

Xabier Louzao zo ur skrivagner distro da Santiago de Compostela goude bet mizioù e Kebek. Kuit e oa aet hep kemenn d'e vignon livour Adrián Novoa, ha pa zistro e kav lizhiri digantañ, kaset entre Here 1993 hag Ebrel 1994.

Enne e skriv al livour en deus prenet ur pezh ti (casa de indianos) e parrez Doroña, e kumun Vilarmaior, ha tasmantoù ennañ. Kontañ a ra penaos en deus kavet an ti, ha petra zo c'hoarvezet goude e brenadenn hag abaoe m'emañ o chom en ti. Da gentañ e wel e c'hoarvez traoù souezhus met krediñ a ra n'int nemet farsadennoù : pellgomzadennoù digomprenus, kemennoù er belleilerez. Kavout a ra ul levr kozh hag ennañ engravadurioù. Unan anezho a sach e evezh : ur plac'h yaouank, troet he c'hein, a zo o sellout dre ar prenestr. Hogen fiñval a ra er skeudenn pa ne vezer ket o sellout.

Er skrid e kaver elfennoù eus ar romantoù-spont, e doare Edgar Allan Poe pe H.P. Lovecraft, a zo meneget e anv. Elfennoù zo ivez eus sevenadur Galiza : tisavouriezh roman, Santa Compaña, petroglifoù.

E 1995 e oa bet loreet gant ar Priz Rañolas evit al levrioù-yaouankiz.

Embannadurioù ha troidigezhioù

kemmañ

E miz Genver 2014 eo bet graet an 31vet embannadur galizek anezhañ (4000 skouerenn bep tro)[1].
Troet eo bet e katalaneg (Cartes d'hivern, 23 embannadur e ti Bromera[2].), en euskareg (Neguko gutunak), e portugaleg, e spagnoleg (Cartas de invierno, 20 embannadur). E brezhoneg eo deuet er-maez e miz Here 2013, troet gant Mark Kerrain hag embannet gant Sav-Heol (400 skouerenn).

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. https://web.archive.org/web/20140115130610/http://agustinfernandezpaz.eu/es/se-publica-la-30a-edicion-de-cartas-de-inverno/
  2. http://www.bromera.com/fitxa-llibre-coleccions/items/cartes-dhivern.html