Cefn Meiriadog

(Adkaset eus Cefnmeiriadog)

Cefn Meiriadog, pe Cefnmeiriadog (da lavaret eo kein Meiriadog) zo ur gêriadenn vihan hag ur gumuniezh eus hanternoz Kembre, e-kichenik Llanelwy, war lez ar stêr Elwy, e kontelezh Sir Ddinbych. E traoñienn ar stêr Elwy emañ, er mervent da gêr Llanelwy, ha nepell ivez diouzh Ogof Bontnewydd, al lec'h ma voe kavet an aspadennoù koshañ eus mab-den e Kembre. Bezioù eus mare an Neolitik zo e-kichen.

Cefnmeiriadog
Cefnmeiriadog is located in Kembre
Cefnmeiriadog
Cefnmeiriadog

 Cefnmeiriadog diskouezet e Kembre
Poblañs 382 
Kael daveennoù an OS
Kumuniezh Cefnmeiriadog
Kontelezh Sir Ddinbych
Bro Kembre
Riez Rouantelezh-Unanet
Kod post
Llanelwy
Polis
Pomperien
Karr-klañvdi Welsh
Parlamant Europa Kembre
Ti ar C'humunioù Dyffryn Clwyd
Parlamant Kembre Dyffryn Clwyd
List of places
UK
Roll lec'hioù Kembre
Wigfair, e-kichen Cefn Meiriadog
Tu adreñv an iliz

Anvet eo ar gêriadenn diwar an dorgenn a zo e-kichen, anvet hi diwar sant Meriadeg pe Meiriadog e kembraeg, ur sant brezhon eus ar Vvet kantved. Un iliz zo, Eglwys y Santes Fair (ilis Santez Vari), savet e 1864, hag ur feunteun, anvet Ffynnon Fair (Feunteun Vari), ma veze pareet an dud gwechall hervez ar richenn.

Ar barzh Siôn Tudur (1522–1602) a voe o chom e Wigfair, e Cefn Meiriadog.

Poblañs

kemmañ

E 2011 e oa poblet gant 382 a dud, ha 116 anezho (30,4%) a oa kembraegerien[1].

Notennoù

kemmañ
  1. 'Statistical bulletin: 2011 Census: Key Statistics for Wales, Mawrth 2011'. Swyddfa Ystadegau Cenedlaethol (The Office For National Statistics. Kavet : 2014-04-09.

Liammoù diavaez

kemmañ