Kembre (Kembraeg : Cymru [ˈkəm.rɨ] (selaou ) ; saozneg : Wales /weɪlz/ (selaou )) zo unan eus an eizh bro geltiek, hag unan eus ar peder a zo en enez Breizh-Veur az a d'ober ar Rouantelezh-Unanet.[9] Er reter emañ Bro-Saoz, mor Iwerzhon er gwalarn, ar mor Keltiek er mervent ha mor Havren er su. Kerdiz (CaerdyddICardiff) eo he c'hêr-benn. E 2021 e oa 3 107 500 annezad war ur gorread a 20 779 km². Ouzhpenn 2 700 km a aodoù he deus Kembre hag eno e kaver leun a venezioù, ar re uhelañ o vezañ e norzh ar vro, evel Gouezva (Yr Wyddfa/Snowdon), 1085 km uhel. E norzh lodenn klouar ar bed emañ Kembre, gant un hin cheñch-dicheñch merket gant ar mor.

KembreCymru
Banniel Kembre
Ardamezioù ar Briñselezh
(Y Ddraig Goch) (Ardamezioù ar Briñselezh)
Wales in the UK and Europe.svg
Sturienn : Cymru am byth
("Kembre da viken")

Kan broadel

Hen Wlad Fy Nhadau

"Bro Gozh Ma Zadoù"

Yezh ofisiel Kembraeg
Saozneg
Kêr-benn Kerdiz
Anv annezad Kembreiz
Melestradur
Statud Bro
Parlamant deroet
e-barzh un unpenniezh bonreizhel
Pennmaodiern Mark Drakeford
Parlamant Senedd
Roue Charlez III
Parlamant ar Rouantelezh-Unanet 40 kannad diwar 650

Moneiz Lur sterling (£) (GBP)
Aozadur
Unanidigezh 1057
Gant Gruffudd ap Llywelyn
Statud Rhuddlan 3 a viz Meurzh 1284[1]
Aktoù Lezennoù Kembre 1535 ha 1542[2]
Akt ar C'hembraeg 1967 27 a viz Gouere 1967[3]
Dereadur 31 a viz Gouere 1998[4]
Douaroniezh
Gorread 20 779 km²
(3de renk er R.U.)
Poblañs 3 107 500 (2021)[5]
(3de renk er R.U.)
Stankted 150 ann./km²

GSG Hollek
£98.3 miliard[6]
Dre benn
£21 010[7]
FDD 0.901[8]

Kêr vrasañ Kerdiz
Rann-eur UTC, Hañv : UTC +1
Arouezioù all
Bleunienn vroadel PourennRoz-kamm
Patrom Sant Divi (Dewi Sant)

Identelezh vroadel Kembre a ziwanas diwar ar Vrezhoned da c'houde aet ar Romaned kuit eus Enez Vreizh er Vvet kantved. Rannet e voe ar vro etre rouantelezhioù bihan a glaskas unaniñ a-raok aloubadeg ar vro gant ar Saozon klokaet e 1283 gant Edouarzh I, goude ma kasas Owain Glyndŵr un emsavadeg a-enep ren ar Saozon e penn-kentañ ar XVvet kantved, o staliañ evit ur prantad berr ur Briñselezh Kembre dizalc'h. Staget e voe Kembre a-bezh hag ebarzhet e-barzh sistem lezennoù Bro-Saoz e 1535 ha 1542 gant Aktoù Lezennoù Kembre, dindan ren Herri VIII. Adalek an XIXvet kantved e teuas ul leurenn bolitik disheñvel e Kembre avat. Ar Frankizouriezh kembreat, kaset gant David Lloyd George en XXvet kantved da skouer, a oa bet erlec'hiet tamm-ha-tamm gant kresk ar sokialouriezh ha Strollad al Labour. Kresk ar sañtimant vroadel er memes kantved a c'hanas ar strollad Plaid Cymru e 1925 ha Cymdeithas yr Iaith Gymraeg (Kevredigezh ar Yezh Gembraek) e 1962. Deroet eo ul lodenn eus ar galloud e Kembre, aroueziet gant pazennoù meur evel pa oa bet krouet ar Senedd (Parlamant Kembre, bet Bodadeg Vroadel Kembre gwezhall) e 1998.

Pa oa deuet oadvezh ar greanterezh e voe treuzfurmet ar vro gant diorren ar mengleuzioù hag an uzinoù labourat ar metal. Tremen a reas d'ur vro troet war-zu al labour-douar d'unan greantel. Kreskiñ buan a reas poblañs Kembre. An div drederenn eus ar boblañs a vev e Su Kembre, e-lec'h ma oa ar muiañ a vengleuzioù, e Kerdiz, Abertawe (Swansee), Casnewydd (Newport) hag an traoniennoù tro-dro. Reter Norzh Kembre a gont ur c'hwec'hvedenn eus ar boblañs, Wrecsam o vezañ ar gêr vrasañ en norzh. Ne vev ket kement a dud e lodennoù all ar vro. Bremañ m'eo bet diskaret ar greanterezh er vro emañ diazezet an ekonomiezh war ar servijoù, publik ha prevez hag an douristelezh. Diazezet eo al labour-douar war an desevel chatal, hag ezporzhiañ a ra Kembre war an dachenn-se, o vezañ tost da vezañ emren a-fet labour-douar.

Un identelezh vroadel ha sevenadurel dibar he deus Kembre. Adalek an XIXvet kantved he doa tapet ar vrud da vezañ "bro ar c'han", diwar hengoun an eisteddfod. Ofisiel eo ar c'hembraeg hag ar saozneg er vro. Ar brasañ eus ar boblañs a gaoz saozneg, met ar muiañ niver a gaoz kembraeg en norzh hag e kornôg ar vro, gant un hollad a 560 000 komzer dre ar vro.

EtimologiezhAozañ

An anv a ro ar Gembreiz d'o bro Cymru hag evito o-unan, Cymry, an daou a zistager [ˈkəm.rɨ], a zo par d'ar brezhoneg Kembre. Diskennet int eus eus ar ger predenek combrogi, a dalvez 'kenvroad',[10] [11] hag a oa bet implijet adalek ar VIvet kantved.[12] El lennegezh e veze skrivet Kymry pe Cymry ha pa vije ar yezh pe ar bobl.[10] Stummoù latinizet ar gerioù-se, Cambrian, Cambric ha Cambria a oa bet roet d'ar Menezioù Kambrian ha da marevezh geologel ar C'hambrian.[13] Stummoù kozh eus Kembre a gaver e kartennaouegoù e Breizh adalek an XIvet kantved.[14][15][16]

An anvioù saoznek Wales ha Welsh a zeu diwar ar memes gwrizienn hensaoznek Wealh (liester Wēalas), diwar ar proto-germaneg *Walhaz, tennet diwar anv ur bobl geltiek, ar Volcae, un anv a zo mammenn da anv gallek ar vro ("Pays de Galles"). An anv-se a oa bet implijet evit kaozeal diwar-benn annezidi Impalaeriezh Roman ar C'hornôg.[17] Dont a reas an Angled-ha-Saozon da implijet an termen-se evit ar Vrezhoned dreist-holl ha stumm liester ar ger-se,Wēalas , a oa bet implijet evit o ziriad neuze.[18][10] Ez istorel ne oa ket implijet ar ger Wales evit an tiriad modern e Breizh-Veur hepken met evit pep tra liammet ouzh ar Vrezhoned, en o zouez tiriadoù all nann-germanek evel Kernev-Veur ("Cornwall") ha lec'hioù e tiriadoù angl-ha-saoz liammet outo evel "Walworth" (kontelezh Durham) ha "Walton" (West Yorkshire).[19]

IstorAozañ

Pennad pennañ : Istor Kembre

Priñselezh unanet da Vro–Saoz e 1536 ha 1543.
1,7 milion a dud e 1900, 2,2 milion e 1950 ha tremen 3 milion e 2011.

Aloubet ha gounezet digant ar Romaned e fin ar I kantved, met Kembreiz ne voent ket kalz romanekaet.

Avieladur e Vvet kantved.

Er VIvet kantved e harzas Kelted Kembre ouzh ar Saksoned hag a oa staliet e Bro-Saoz a-vremañ.
En VIIIvet kantved e voe savet kleuz Offa ur voger vras gant ar roue sakson Offa Mercia a-hed harzoù ar vro.

E penn-kentañ an XIIIvet kantved e voe renet ar vro gant Llywelyn ab Iorwerth.
E vab-bihan, Llywelyn ap Gruffudd, a oa bet anavezet evel priñs ar vro gant Herri III Bro-Saoz dre feur-emglev Montgomery (1267) ; lazhet e voe e-kerzh un emgann e 1282. Gant fin ar familh roueel e voet staget ar rouantelezh kozh da Vro-Saoz ; Gwynedd eo hec'h anv hiziv c’hoazh.

E 1301 e voe lakaet priñs Kembre da zanvez-roue Bro-Saoz dindan anv Edouarzh II ; abaoe e vez roet an titl-se da hêr tron Bro-Saoz.

E 1536 ha 1543 e voe sinet lizheroù an unvaniezh etre Kembre ha Bro-Saoz.

Reveulzi greantel an XIXvet kantved : diorroadur al labouradegoù houarn, kouevr, staen ha glaou.

E Kembre ez eus un Emsav broadel evel e Breizh. Stourmerien Emsav Bro Gembre a zo aet buanoc'h eget o c'heneiled a Vreizh.

E 1967 e lakaas ar Welsh Language Act ar c’hembraeg keit–ha–keit gant ar saozneg er justis hag en abadennoù foran.

YezhAozañ

 
Kembraegerien hervez niveradeg 2011
Pennad pennañ : Kembraeg

Ar c'hembraeg - Cymraeg - eo ar yezh keltiek komzet e Bro-Gembre. E-giz ar brezhoneg hag ar c'herneveureg ez eo ur yezh predenek. Koulskoude eo stag ar c'hembraeg ouzh rummad predeneg an Hanternoz tra ma'z eo stag ar c’herneveureg hag ar brezhoneg ouzh rummad predeneg ar Mervent. E 1901 e oa 50% eus ar Gembreiz a gaoze kembraeg hag a-hed an XXvet kantved e oa diskennet ar feur-se da 43.5% e 1911 betek 18.9% e 1981.[20] Disoc'hoù niveradeg 2001 a ziskouezas e oa kresket an niver a gembraegerien betek 21% eus ar boblañs en tu all da 3 bloaz, kontrol d'ar patrom a zigresk a oa bet betek-henn.[21] Niveradeg 2011 a ziskouezas e oa digresket betek 19% a gembraegerien, uheloc'h eget e 1991 met izeloc'h eget e 2001. Goude ma oa kresket poblañs Kembre e talvez e oa tremenet eus 582 000 den e 2011 da 562 000 e 2011, met uheloc'h e chome eget ar 508 000 kembraeger kavet e niveradeg 1991 (18.7%).[22] An niveradeg kaset etre miz Ebrel 2020 ha miz Meurzh 2021 a gavas e oa 29.1% eus an dud en tu all da 3 bloaz a gaozee kembraeg, da lavaret eo 883 300 den.[23] An tennad da heul eus miz Here 2020 da viz Gwengolo 2021 a gavas 29.5% eus an dud a gaozee kembraeg, da lavaret eo war-dro 892 500 kembraeger.[24] Norzh ha kornôg ar vro a chom takadoù e-lec'h m'emañ ar c'hembraeg ar yezh bennañ evit ar brasañ eus an dud tra m'eo desket ar saozneg evel un eil yezh. Unyezhegerien a gaver e-touez ar vugale vihanañ, met ne c'hoarvez james ken e chomfent unyezhegerien a-hed o buhez.[10]

Saozneg zo kaozeet gant kazimant an holl dud e Kembre, ha deuet eo da vezañ ar yezh bennañ er vro a-bezh. Code-switching a glever alies e Kembre a-bezh, kement hag ez eus bet roet meur a anv d'ar fenomen, daoust ma ne'z eus hini ebet a zo anavezet gant ar yezhonourien.[10] Ur saozneg rannvroel a gaozeer ivez, anvet Wenglish, levezonet gant yezhadur ar c'hembraeg hag amprestet gantañ leun a c'herioù kembraek.[10][25]

Gouarnamant ha politikerezhAozañ

Ur vro perzh eus ar Stad riel Rouantelezh-Unanet eo Kembre.[9][26] Diouzh lezenn eo an R-U ur Stad unvan, gant ur parlamant hag ur gouarnamant e Westminster.[27] Ur parlamant deroet he deus bet Kembre e stumm ur gambr anvet Senedd (Senedd Cymru – Welsh Parliamant) he deus resevet galloudoù deroet digant Parlamant ar Rouantelezh-Unanet dre patrom ar galloudoù miret.[28] Rannet eo Kembre e 22 diriad-kuzul evit an divizoù lec'hel abaoe 1996. Atebeg eo an "tiriadoù pennañ"-se[29] da gas holl bolitikerezhioù ha servijoù lec'hel.[30]

Bez ez eus 40 kannad eus Kembre e-touez ar 650 ezel eus Ti ar C'humunioù, ar gambr izel eus Parlamant ar Rouantelezh-Unanet, pep hini o reprezañtiñ pastelloù-bro Kembre. Dilennadegoù hollek 2019 a zilennas 22 gannad eus Strollad al Labour (pe choazet gantañ), 14 kannad eus ar Strollad Mirour ha 4 eus ar Plaid Cymru.[27] Burev Kembre zo ur rann eus gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet, e penn emañ ar Sekretour Stad evit Kembre a zo ezel eus skipailh ar Ministr pennañ.[31]

SeneddAozañ

 
Savadur ar Senedd, treset gant Richard Rogers, digoret da C'houel Dewi e 2006.
Pennad pennañ : Senedd

Da c'houde an dereadur e 1997 e krouas Akt Gouarnamant Kembre 1998 ur vodadeg deroet anavezet bremañ dindan an anv Senedd (ez ofisiel Senedd Cymru pe Welsh Parliamant "Parlamant Kembre" ha gwezhall National Assembly for Wales "Bodadeg Vroadel evit Kembre" betek 2020). Galloudoù ar Sekretour Stad evit Kembre a oa bet treuzkaset d'ar Gouarnamant deroet d'ar 1 a viz Gouere 1999, o reiñ ar gwir d'ar vodadeg da zivizout penaos e tispign arc'hant gouarnamant Westminster e-barzh lodennoù deroet ar melestradurezh.[32] Kemmet e voe Akt 1998 gant Akt Gouarnamant Kembre 2006 a roas muioc'h a c'halloudoù d'ar vodadeg ha d'ar gouarnamant lec'hel, tost da re Parlamant Bro-Skos ha Bodadeg Iwerzhon an Norzh. Dilennet eo an 60 ezel eus ar Senedd evit pemp bloaz (pevar bloaz a-raok 2011) dre ur sistem kemmesk gant 40 kannad dilennet dre bastell-vro (an hini kentañ a dap ar plas) ha 20 kannad dilennet dre bastelloù-bro all dre un dregantad roet da bep strollad politikel hervez o disoc'hoù.[33] Ur c'hentañ ministr (prif weinidog) a rank ar Senedd dilenn a-raok ma vez choazet izili ar gouarnamant lec'hel gantañ pe ganti.[34]

E-touez an ugent lodenn deroet da c'houarnamant Kembre, anvet "sujedoù" (subjects), e kaver al labour-douar, diorren an ekonomiezh, an deskadurezh, ar yec'hed, al lojeiz, ar galloudoù lec'hel, ar servijoù sokial, an treuzdougen hag ar c'hembraeg.[35] Pa oa bet krouet e 1999 n'he doa ket Bodadeg Vroadel evit Kembre galloudoù lezenniñ pennañ.[4] E 2007, pa voe votet Akt Gouarnamant Kembre 2006, e voe roet galloud d'ar Vodadeg tremen lezennoù pennañ, anvet Muzulioù ar Vodadeg d'ar mare-se, war sujedoù resis e-barzh al lodennoù deroet. Sujedoù all a oa bet lakaet ouzhpenn, end-eeun gant Parlamant ar Rouantelezh-Unanet peotramant pa oa bet asantet gant Parlamant Westminster d'un Urzh Barregezh war al Lezenniñ (Legislative Competence Order pe LCO, ur goulenn gant ur vodadeg deroet da gaout muioc'h a c'halloudoù). Akt Gouarnamant Kembre 2006 a ro ar gwir d'ar Senedd da c'hounit galloudoù da lezenniñ war muioc'h a sujedoù miret ma vezont degemeret en ur referendom.[4] Dalc'het e voe ur referendom evit astenn galloudoù ar Vodadeg Vroadel d'an 3 a viz Meurzh 2011, ar pezh a voe degemeret gant an dilennerien. Roet e voe galloud d'ar Vodadeg ober lezennoù, anvet Aktoù Senedd Cymru, war holl sujedoù al lodennoù deroet, hep asant Parlamant ar Rouantelezh-Unanet.[36]

Gant ar Senedd e vez roet pouez da interestoù Kembre er bed a-bezh. Ur c'hannad a gas da Amerika da reiñ brud da embregerezhioù ar vro. Emañ ar burev pennañ e Washington D.C., e-barzh kannati ar Rouantelezh-Unanet, tra ma ren burevioù all e New York City, Chicago, San Francisco hag Atlanta.[37] Staliet e voe ur burev gant ar Stadoù-Unanet da sevel darempredoù eeun gant Kembre.[38]

LezennAozañ

 
Skeudenn ur barner e Cyfraith Hywel
Pennad pennañ : Lezenn Kembre

Ez hengounel e oa bet bodet Lezenn Kembre e-pad un emvod e Hendy-gwyn ar Daf war-dro 930 gant Hywel Dda, a voe roue Deheubarth ha roue ar brasañ eus Kembre etre 942 ha 950. Cyfraith Hywel (Lezenn Hoel) a vode lezennoù pobl ha kustumoù a oa diorroet e Kembre a-hed ar c'hantvedoù. Lakaat a rae pouez war paeamant ur sammad arc'hant d'an hini en doa gouzañvet un torfed, pe d'e gerent, e-lec'h bezañ kastizet gant an tiern.[39] War-bouez e Marz Kembre, e-lec'h ma oa lezennoù dibar, e oa chomet Lezenn Kembre e plas betek ma voe lakaet Statud Rhuddlan e plas e 1284. Da c'houde marv Llywelyn ap Gruffudd e voe staget Priñselezh Kembre ouzh Rouantelezh Bro-Saoz gant Edouarzh I hag erlec'hiet Lezenn Kembre gant Lezenn Bro-Saoz evit an torfedoù. Chom a reas Lezenn Kembre (evit ar prosezoù sivil) ha Lezenn ar Marzioù en implij betek ma voe peuzstaget Kembre gant Herri VIII dindan Aktoù Lezennoù e Kembre 1535 ha 1542 (a vez alies anavezet evel Aktoù Unaniezh 1536 ha 1543), da c'houde e voe Lezenn Bro-Saoz en implij hepken.[39][10] Akt Kembre ha Berwick e 1746 a embannas e talvezje kement lezenn votet e Bro-Saoz evit Kembre ivez (ouzhpenn d'ar gêr Saoz ha Skos Berwick, war an harzoù), nemet ma vije lavaret ar c'hontrol el lezenn. Nullet e voe an Akt-se, evit Kembre, e 1967.

Lezenn Bro-Saoz a oa bet diazez ar gwir abaoe 1536 neuze.[10] Ur sistem Common law (Lezennoù dre zegouezh) eo, hep kodifiañ bras ha gant ur pouez lakaet war divizoù ar varnerien e prosezoù zo evit skrivañ al lezenn. E penn al lezioù-barn emañ Lez-Varn Uhel ar Rouantelezh-Unanet, a zo al lez-varn diwezhañ evit an holl brosezioù sivil ha torfed. Lezioù-Barn Uhel Bro-Saoz ha Kembre zo al lezioù-barn kentañ uhelañ ouzhpenn bezañ lezioù-barn galv. Rannet eo dre dri : Lez-varn Galv, Lez-varn Uhel Justis ha Lez-Varn ar Gurunenn. Prosezioù bihan a vez klevet gant lezioù-barn lec'hel. E 2007 e voe echu gant Rannvro Kembre ha Cheshire pa voe staget Cheshire ouzh Rannvro Gwalarn Bro-Saoz. Adalek ar bloaz-se e voe Kembre ur rannadenn justis hec'h-unan neuze, e diabarzh rann-justis Bro-Saoz ha Kembre.[10]

Barrek eo ar Senedd da votiñ lezennoù er-maez eus sistem Parlamant ar Rouantelezh-Unanet evit ezhommoù Kembre. Dindan galloudoù asantet e referendom 2011 e c'hell kemer lezennoù pennañ, anvet d'ar mare-se Aktoù Bodadeg Vroadel Kembre ha bremañ Aktoù Senedd Cymru e-keñver ugent tachenn listennet e Akt Gouarnamant Kembre 2006, evel ar yec'hed hag an deskadurezh. Diwar al lezenniñ pennañ-se e c'hell Gouarnamant Kembre sevel is-lezennoù.[40]

Pevar nerzh-polis rannvroel zo e Kembre, Polis Dyfed-Powys, Polis Gwent, Polis Norzh Kembre ha Polis Su Kembre.[41] Pemp toull-bac'h zo e Kembre, pevar e su ar vro hag unan e Wrecsam. Ne'z eus ket a doull-bac'h evit ar merc'hed e Kembre, kaset e vezont da Vro-Saoz neuze.[42][43]

DouaroniezhAozañ

 
Ar Ouezva (Yr Wyddfa)

Ur vro leun a venezioù eo Kembre. Emañ e kornôg kreiz Bro-Saoz. 270 km hed eo eus an norzh betek ar sur.[44] 20 779 km² eo ar vro, ar pezh a vez alies meneget evel "Ment Kembre".[45] En tu all da Vro-Saoz er reter emañ harzet Kembre gant ar mor a bep tu : mor Iwerzhon en norzh hag er c'hornôg, kanol Sant Jord hag ar mor Keltiek er mervent ha mor Havren er su.[46][47] War-dro 2700 km aodoù he deus Kembre (a-hed linenn al lanv uhel), gant an douar bras, Enez Mon ha Caergybi.[48] Ouzhpenn 50 enez zo a-hed aod an douar bras, an hini vrasañ o vezañ Enez Mon er gwalarn.[49]

Menezioù zo er brasañ eus ar gweledva, a zo liesseurt a-hend all, dreist-holl en norzh hag e kreiz ar vro. Stummet e voe ar menezioù e-pad an oadvezh skorn diwezhañ. En Eryri (Snowdonia) emañ menezeier uhelañ Kembre, pemp eus outo o vezañ en tu all da 1000 m. Ar Ouezva (kembraeg Yr Wyddfa ; saozneg Snowdon) eo menez uhelañ ar vro, gant 1085 m.[50][51] Brudet eo ar 14 menez – pe 15 ma lakaer Carnedd Gwenllian ganto, ar pezh ne reer ket atav dre ma ne seblant ket ken uhel a se e-keñver an trowardroioù – en tu all da 910 m evel Y pedwar copa ar ddeg (pe Welsh 3000s) hag an holl a zo en un takad bihan e gwalarn ar vro. Un dae eo pignat ganto holl.[52] Ar menez uhelañ er-maez eus al listenn-se eo Aran Fawddwy gant 905 m e su Eryri.[53] Bannau Brycheiniog (Brecon Beacons) a zo er su ar vro (menez uhelañ, Pen y Fan, 886 m dezhañ)[54] ha kejañ a reont gant Menez Kambria e kreiz ar vro (beg pennañ, Pumlumon, 752 m dezhañ).[55]

Tri fark broadel zo e Kembre : Eryri, Bannau Brycheiniog ha Park Cenedlaethol Arfordir Penfro (Pembrokeshire Coast National Park). Pemp takad Brav Eston (Ardaloedd o Harddwch Naturiol Eithriadol Cymru) zo : Enez Mon, Bryniau Clwyd a Dyffryn Dyfrdwy (Clwydian Range and Dee Valley), Ledenez Gŵyr (Gower Peninsula), Ledenez Llŷn ha Traonienn Gwy (Wye Valley).[56] Ledenez Gŵyr a oa an takad kentañ bet anvet "Brav Eston" er Rouantelezh-Unanet e 1956. E 2019 e oa 40 traezhennoù banniel glas a-hed aod Kembre, teir marina banniel glas hag un embregerezh bigi banniel glas.[57] Koulskoude e vez avelek-kenañ an aodoù er c'hornôg hag er su, evel aodoù Iwerzhon ha Kernev-Veur, avelioù-kornôg kreñv o doa kaset meur a vag d'ar strad. E 1859 e voe distrujet ouzhpenn 110 lestr a-hed aodoù Kembre e-pad ur gorventenn a lazhas ouzhpenn 800 den dre Vreizh-Veur a-bezh.[10] Ar golladenn vrasañ a c'hoarvezas pa reas al lestr Royal Charter peñse nepell eus aod Enez Mon, gant 459 den az eas d'an anaon.[58] A-hed an XIXvet kantved e voe kollet ouzhpenn 100 lestr, gant ur geidenn a 78 martolod marvet bep bloaz.[10] Abalamour d'ar brezelioù e voe kollet bigi kostez Caergybi (Holyhead), Aberdaugleddau (Milford Haven) hag Abertawe.[10] Abalamour d'ar reier a zo a-hed o aodoù ha d'an inizi ne vezont ket sklêrijennet e c'hoarvez kalzig a beñse tro-dro da Enez Mon ha Sir Benfro (Pembrokeshire), evel lanv du ''Sea Empress'' e 1996.[59]

Amresis e oa chomet harzoù Kembre ha Bro-Saoz e-pad pell, war-bouez tro-dro d'ar stêr Gwy, a voe harzoù degemeret kentañ an div vro.[10] Sañset e oa kleuz Offa da vezañ ul linenn resis met distrujet e voe ar striv-se gant Gruffudd ap Llewellyn a adaloubas douaroù en tu all d'ar voger.[10] Akt an Unaniezh e 1535 a stummas un harz e-linenn eus beg an Dyfrdwy (Dee) betek beg ar Gwy,[10] met chom a reas diresis a-walc'h e penn an dud betek ma voe sinet Akt Welsh Sunday Closing e 1881 a redias ar stalioù hag an embregerezhioù choaz ur vro ha degemer Lezenn Kembre pe Lezenn Bro-Saoz.[10]

GeologiezhAozañ

Marevezh geologel koshañ an hoalad Paleozoeg, ar C'hambrian, a denn e anv eus ar Menezioù Kambrian, e-lec'h ma voa kavet ha dielfennet ar c'hentañ fosiloù bet lakaet d'ar marevezh-se.[60][61] E-kreiz an XIXvet kantved e implijas Roderick Murchison hag Adam Sedgwick o studiadennoù diwar-benn geologiezh Kembre da lakaat e plas pennaennoù ar stratigrafiezh hag ar paleontologiezh. An daou varevezh da heul en hoalad Paleozoeg, an Ordovisian hag ar Silurian, a voe anvet da c'houde meuriadoù keltiek Kembre an Henamzer.[62][63]

HinAozañ

Emañ Kembre e-barzh an takad klouar norzh. Cheñch-dicheñch eo an hin, levezonet meurbet gant ar mor hag unan eus broioù glebañ Europa eo.[64][10] Alies mat e vez koumoulek an amzer e Kembre, glev hag aveliek, gant hañvoù tomm ha goañvioù klouar.[64]

Anevaled ha plantAozañ

Tennañ a ra ar vuhez c'houez e Kembre ouzh hini peurrest Breizh-Veur, gant un nebeud traoù disheñvel. Abalamour d'hec'h aodoù ha d'hec'h inizi ez eus leun a laboused-mor er vro. Trevadennoù morskouled boutin, torted boutin, poc'haned boutin, karaveged pavioù du, morvrannoù-kuchenn ha godezed beg plat zo. En douaroù, ha 60% eus outo uheloc'h eget 150 m, e kaver leun a laboused evel ar marc'hvrini hag ar mouilc'hi-menez.[68][69] E-touez al laboused-preizh e c'heller gwelet ar falc'huned moan, ar skouled louet hag ar bargeded ruz, un arouez eus buhez c'houez Kembre.[70] En holl e vez gwelet ouzhpenn da 200 spesad laboused e mirva RSPB e Conwey, en o zouez gweladennerien diouzh ar mare-bloaz.[71] Ar bronneged brasañ, evel an arzhed gell, ar bleizi hag ar c'hizhier gouez, a oa bet chaseet ha peurlazhet a-raok aloubadeg Kembre gant ar Saozon. Hiziv e kaver e-touez ar bronneged anevaled evel ar sorikideged, ar muennoù, ar broc'hed, an dourgon, an erminiged ha meur a vustelaed all, heureuchined ha pemzek spesad askell-groc'hen. Daou spesad krignerien vihan, ar morzigelled voc'h velen hag ar grilianed, a c'heller notenniñ e-keñver Kembre dre ma vezont kavet en harzoù.[10] Ne'z eus bet gwelet mart boutin ebet abaoe ar bloavezhioù 1950. Hogozik steuziet holl e oa ar pudasked e Breizh-Veur, met repu o doa kavet e Kembre a-raok ledanaat o zachenn adarre. Givri aet da c'houez en-dro a gaver en Eryri.[72] E miz Meurzh 2021 e voe roet aotre gant Natural Ressources Wales da leuskel c'hwec'h avank er stêr Dyfi, ar wezh kentañ ma oa c'hoarvezet un darvoud evel-se e Kembre.[73]

Dourioù mervent Kembre, er Gwy, Sir Benfro ha bae Ceredigion, a zesach leun a anevaled-mor evel ar rinkined pirc'hirin, ar reuniged gris, ar vaoted lêrek, an delfined, ar morhoc'hed, ar morgaouled, ar granked hag al ligistri. Si Benfro ha Ceredigion a zo brudet evit bezañ takadoù a-bouez ruz evit an tursiopsed ha Ceinewydd zo lec'h-hañv nemetañ er Rouantelezh-Unanet a-bezh evit an delfined-se. Er stêrioù e c'heller menegiñ ar salvelinused (familh an eoged), ar sili, an eoged, an alosinaeed, ar beleion hag ar salvelinus alpinus. Ne gaver ar gwyniad nemet e Kembre, el Lenn Tegid. Brudet eo Kembre evit he c'hregin, he brennig, he meskl hag he bigorn du. Ar pesked-mor brudetañ zo an harenked, ar vrizhilli hag ar morlouaned.[10] En Eryri, war fasennoù norzh ar menezeier, e kaver plant a zo restachoù eus ur mare rak-skorn, en o souez Lireu ar Ouezva – pe Gagea serotina – ha spesadoù alpinek all evel Saxifraga cespitosa, Saxifraga oppositifolia ha Silene acaulis. Un toullad a blant a gresk e Kembre ha neblec'h all e Breizh-Veur evel ar bod-roz roudennek ar reier (Tuberaria guttata) war Enez Mon pe Draba aizoides e Gŵyr.[74]

SevenadurAozañ

Kembre he deus he sevenadur dibar, gant he yezh, he c'hustumoù, gouelioù ha sonerezh. Pevar lec'hienn UNESCO Hêrezh ar bed e Kembre : Kestell ha Mogerioù-kêr Edouarzh Iañ e Gwynedd, kanol ha dourbont Pontcysyllte, gweledva greantel Blaenafon ha gweledva greanterezh ar mein-glas.[75]

Mitologiezh ha mojennoùAozañ

Restachoù mitologiezh kelt ar Vrezhoneg rak-kristen a voe treuzkaset dre gaoz gant ar cynfeirdd (ar varzhed kent).[76] Ul lodenn eus o oberennoù a oa bet miret e dornskridoù kembraek ar Grennamzer : Levr Du Caerfyrddin ha Levr Aneirin (eus an XIIIvet kantved o-daou) ; Levr Taliesin ha Levr Gwenn Rhydderch (eus ar XIVvet kantved o-daou) ha Levr Ruz Hergest (w.d. 1400).[76] An istorioù e komz-plaen diwar al levrioù gwenn ha ruz a zo brudet dindan an anv Mabinogion.[10] E barzhonegoù evel Cad Goddeu (Kad ar gwez) ha listennoù da zelc'her soñj evel Triadoù Enez Preden ha Trizek Tra Gaer Enez Vreizh e kaver danvez mitologel ivez.[77][78][79] En testennoù-se e kaver stummoù kentañ mojenn ar Roue Arzhur hag istor hengounel Enez Vreizh goude mare ar Romaned.[76] Mammennoù all hengounioù lennegezh Kembre zo an dastumad istor latinek Historia Britonum (IXvet kantved) ha kronikoù e latin Historia Regum Britanniae skrivet en XIIvet kantved gant Jafrez Menoe, hag hengounioù pobl diwanet diwezhatoc'h evel The Welsh Fairy Book gant W. Jenkyn Thomas.[78]

LennegezhAozañ

 
Levr du Carmarthen, barzhoniezh gembraek an XIIIvet kantved

Kembre he deus unan eus an hengounioù lennegel koshañ en Europa,[10] ken kozh hag ar VIvet kantved ha gant aozerien evel Llywarch Hen pe Jafrez Menoe ha Gerallt Gymro – an daou ziwezhañ a vez gwelet lod eus ar skrivagnerien latin gwellañ a oa bet er Grennamzer.[10] N'eo ket bet treuzkaset barzhoniezh goshañ e kembraeg, hini Taliesin pe Aneirin, digemm met dre stummoù cheñchet kalz er Grennamzer.[10] Hengoun ar varzhoniezh gembraek a oa bet dalc'het bev dre ar Grennamzer Uhelañ betek mare Barzhed ar Briñsed (w.d. 11001280) hag hini Barzhed an Noblañs (w.d. 13501650). Ar re gentañ a oa barzhed a-vicher a aoze kanoù-meuliñ ha kanoù-kañv evit o mestr tra ma aoze ar re ziwezhañ barzhoniezh gant gwerzennoù cywydd.[10] Er mare-se e voe aozet e oberenn gant unan eus gwellañ barzhed Kembre, Dafydd ap Gwilym.[10] Pa voe saoznekaet ar vro avat ez eas an hengoun-se da get.[10]

Daoust ma oa aet linenn ar varzhed a-vicher e voe digoret hentoù all d'al lennegezh pa voe ebarzhet uhelidi Kembre en ur rouedad sevenadurel brasoc'h.[10] Labourerien-spered an Azkivinelezh, evel William Salesbury pe John Davies, a zegasas an dengarouriezh er vro diwar ar skolioù-meur saoz.[10] E 1588 e voe William Morgan an den kentañ o treiñ ar Bibl e kembraeg.[10] Ur bazenn a-bouez e voe evit ar varzhoniezh gembraek er XVIvet kantved pa voe brudet ar barzhonegoù gant gwerzennoù dieub met adalek kreiz ar XVIIvet kantved e tapas ar metroù taol-mouezhiet deuet eus Bro-Saoz muioc'h a vrud c'hoazh.[10] Adalek an XIXvet kantved e voe krouidigezh un hanez kembraek unan eus palioù skrivagnerien a vro, broudet gant an esteddfod.[10] Lennegezh ar mare-se a voe puilh, met ne oa ket atav a-galite.[80]Luskadoù relijiel a zeuas da vezañ mestr war ar c'henstrivadegoù, goude bezañ bet skarzhet eus outo e penn-kentañ.[80]

En XIXvet kantved e voe tostaet sevenadur Kembre ouzh ar bed saoznek pa voe troet ar Manibogion er yezh-se gant Lady Charlotte Guest. Ne voe ket echu gant al lennegezh gembraek evit keloù-se : e 1885 e voe embannet Rhys Lewis gant Daniel Owen, a vez gwelet evel ar romant kembraek kentañ. En XXvet kantved ez eas al lennegezh gembraek pelloc'h diouzh ar stil viktorian gant oberennoù evel ar varzhoneg Ymadawiad Arthur gant Thomas Gwynn Jones.[10] Ar Brezel Bed Kentañ en devoe ul levezon bras war al lennegezh gembraek, o c'henel ur stil drougweler kaset gant Thomas Herbert Parry-Williams ha Robert Williams Parry.[10] Greanteadur mervent Kembre a roas ul lusk all gant reoù evel Rhydwen Williams a implijas doareoù gwerzaouiñ diamzeriet ur Gembre war ar maez evit taolenniñ ar gweledva greantel. Ar prantad etre an daou vrezel a zo merket gant labour Saunders Lewis, gant e sell politikel mirour kement hag e bezhioù-c'hoari, e varzhonegoù hag e vurutelladennoù.[10]

Skrivagnerien ar bloavezhioù 1930 a gendalc'has da skrivañ goude an Eil brezel bed, evel Gwyn Thomas, Vernon Watkins pe Dylan Thomas, a voe skignet e oberenn vrudetañ Under Milk Wood e 1954, goude e varv. Thomas a oa unan eus brudetañ skrivagnerien Kembre an XXvet kantved.[10] Cheñchet e voe selloù skrivagnerien Kembre saoznek war o bro goude an Eil brezel bed e-keñver ar remziad a-raok, o vont muioc'h war-zu ar vroadelouriezh ha meuliñ ar c'hembraeg. Liammet e voe ar cheñchamant-se ouzh broadelouriezh Saunders Lewis ha gwalldan ar Bombing School Ledenez Llŷn e 1936. Evit ar varzhoniezh e voe R. S. Thomas unan eus an tudennoù pennañ a-hed eil lodenn an XXvet kantved. Ne zeskas ket kembraeg a-raok bezañ 30 vloaz ha skrivañ a reas e varzhonegoù e saozneg.[81] E-touez romantourien an eil lodenn eus an XXvet kantved e c'heller menegiñ Emyr Humphreys, a embannas ouzhpenn tregont romant,[82] ha Raymond Williams.[83] A-drugarez d'an Eisteddfod e chom bev hengoun ar barzhonegoù cynghanedd e kembraeg, gant liammoù ouzh Breizh a-drugarez d'ar barzh Aneirin Karadog da skouer.

Luc’hskeudennoùAozañ

  • Sant Devi (Tyddewi)

DaveoùAozañ

  1. (en) Oxford Reference, « statute of Rhuddlan ». Lennet d'an 23 a viz Here 2022
  2. (en) Legislation.gov.uk, « Laws in Wales Act 1535 (repealed 21.12.1993) », 21.12.1993. Lennet d'an 23 a viz Here 2022
  3. (en) Legislation.gov.uk, « Welsh Language Act 1967 », 1967. Lennet d'an 23 a viz Here 2022
  4. 4,0 4,1 ha4,2 (en) Legislation.gov.uk, « Government of Wales Act 1998 », 1998. Lennet d'an 23 a viz Here 2022
  5. (en) Census 2021, « Population and household estimates, Wales: Census 2021 », Office of National Statistics, 28.06.2022. Lennet d'an 23 a viz Here 2022
  6. (en) Office for National Statistic, « Model-based early estimates of regional gross value in the regions of England, Wales, Scotland and Northern Ireland », 07.06.2022. Lennet d'an 23 a viz Here 2022
  7. (en) Office for National Statistic, « Regional gross value added (balanced) per head and income components », 30.05.2022. Lennet d'an 23 a viz Here 2022
  8. (en) Global Data Lab, « Subnational HDI (v5.0) ». Lennet d'an 23 a viz Here 2022
  9. 9,0 ha9,1 (en) Office for National Statistics, « The Countries of the UK [diell] ». Lennet d'ar 24 a viz Here 2022
  10. 10,00 10,01 10,02 10,03 10,04 10,05 10,06 10,07 10,08 10,09 10,10 10,11 10,12 10,13 10,14 10,15 10,16 10,17 10,18 10,19 10,20 10,21 10,22 10,23 10,24 10,25 10,26 10,27 10,28 10,29 10,30 10,31 10,32 10,33 ha10,34 (en) Davies, John (1994). A History of Wales. London: Penguin. ISBN 978-0-14-014581-6.
  11. (en) Lloyd, John Edward (1911). A History of Wales from the Earliest Times to the Edwardian Conquest (Note to Chapter VI, the Name "Cymry"). Vol. I (2nd ed.). London: Longmans, Green, and Co. (published 1912). pp. 191–192.
  12. (en) Phillimore, Egerton (1891). "Note (a) to The Settlement of Brittany". In Phillimore, Egerton (ed.). Y Cymmrodor. Vol. XI. London: Honourable Society of Cymmrodorion (published 1892). pp. 97–101.; Davies (1994) p. 71, gant al linenn : Ar wynep Kymry Cadwallawn was.
  13. (en) Chambers 21st Century Dictionary. Chambers Dictionary (Revised ed.). New Delhi: Allied Publishers. 2008. p. 203. ISBN 978-81-8424-329-1.; Chisholm, Hugh, ed. (1911). "Cambria" . Encyclopædia Britannica (11th ed.). Cambridge University Press.
  14. (br) Diles heiguor chebre (lenn chẽmbre) e Kartennaoueg Landevenneg, war-dro 1000
  15. (br) Diles heergur k embre e Kartennaoueg Kemperle, war-dro 1100
  16. (br) Diles Hergu Kembre e Kartennaoueg Kemper, war-dro 1200
  17. (en) Miller, Katherine L. (2014). "The Semantic Field of Slavery in Old English: Wealh, Esne, Þræl" (PDF) (Tezenn). University of Leeds. Lennet d'ar 25 a viz Here 2022
  18. (en) Tolkien, J. R. R. (1963). Angles and Britons: O'Donnell Lectures. Kerdiz : University of Wales Press. English and Welsh, ul lennadenn O'Donnell roet en Oxford d'ar 21 a viz Here 1955.
  19. (en) Rollason, David (2003). "Origins of a People". Northumbria, 500–1100. Cambridge: Cambridge University Press. p. 60. ISBN 978-0-521-04102-7.
  20. (en) Office for National Statistics, « 7. Welsh language ». Lennet d'an 28 a viz Here 2022
  21. (en) Ystadegau ar gyfer Cymru, « Authors: Jac Williams, Lisa Walters ~ 0300 025 6682 ~ WelshLanguageData@gov.wales This report is also available in Welsh Enquiries from the press: 0300 025 8099 Public enquiries : 0300 025 5050 Twitter: @statisticswales Welsh language results: Annual Population Survey, 2001- 2018 », 29.05.2019. Lennet d'an 28 a viz Here 2022
  22. (en) Llywodraeth Cymru, « 2011 Census: First Results on the Welsh Language », 11.12.2012. Lennet d'an 28 a viz Here 2022
  23. (en) Ystadegau gwladol - National Statistics, « Welsh language data from the Annual Population Survey: April 2020 to March 2021 », Llywodraeth Cymru - Government of Wales, 9.09.2021. Lennet d'an 28 a viz Here 2022
  24. (cy) Ystadegau gwladol, « Data am y Gymraeg o'r Arolwg Blynyddol o'r Boblogaeth: Hydref 2020 i Fedi 2021 », Llywodraeth Cylry, 27.01.2022. Lennet d'an 28 a viz Here 2022
  25. (en) WalesOnline, « Why butty rarely leaves Wales », 30.03.2013. Lennet d'an 28 a viz Here 2022
  26. (en) ISO 3166-2 NEWSLETTER, 2011, p.27 Lennet d'ar 25 a viz Here 2022
  27. 27,0 ha27,1 (en) Ciaran Jones, « General Election 2017: These are the 40 MPs who have been elected across Wales », Wales Online, 9.06.2017. Lennet d'ar 25 a viz Here 2022
  28. (cy) Senedd Cymru, « Pwerau », 01.09.2020. Lennet d'ar 25 a viz Here 2022
  29. (en) Part 1, Local Government (Wales) Act 1994
  30. (en) Llywodraeth Cymru, « Awdurdodau Unedol [diell] », 16.04.2014. Lennet d'ar 25 a viz Here 2022
  31. (en) Gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet, « About us - Office of the Secretary of State for Wales ». Lennet d'ar 26 a viz Here 2022
  32. (fr) Departamant ar justis er Rouantelezh-Unanet, « Devolution Guidance Note 4 THE ROLE OF THE SECRETARY OF STATE FOR WALES [diell] », 1.07.1999. Lennet d'ar 26 a viz Here 2022
  33. (cy) Senedd Cymru, « Sut y caiff yr Aelodau eu hethol? », 19.11.2020. Lennet d'ar 27 a viz Here 2022
  34. (en) Birrell, Derek (2012). Comparing Devolved Government. London, United Kingdom: Palgrave Macmillan. p. 45. ISBN 978-0-230-38978-6.
  35. (cy) Senedd, « Pwerau », 1.09.2020. Lennet d'ar 27 a viz Here 2022
  36. (en) BBC News, « Welsh referendum: Voters give emphatic Yes on powers », 4.03.2011. Lennet d'ar 27 a viz Here 2022
  37. (en) Wales.com, « USA [diell] ». Lennet d'ar 27 a viz Here 2022
  38. (en) Congressman Morgan Griffith, « Congressional Friends of Wales Caucus Welcomes First Minister Carwyn Jones », 6.09.2016. Lennet d'ar 27 a viz Here 2022
  39. 39,0 ha39,1 (en) HM Courts & Tribunal Service, « History and Development of the Welsh Language in the Courts [diell] », 11.06.2007. Lennet d'ar 27 a viz Here 2022
  40. (en) Llywodraeth Cymru - Welsh Government, « Subordinate legislation [diell] ». Lennet d'an 28 a viz Here 2022
  41. (en) ITV, « Two of the four Welsh police forces 'require improvement' in the way they prevent and investigate crime », 18.02.2018. Lennet d'an 28 a viz Here 2022
  42. (en) BBC News, « MPs urge UK government to build north Wales prison », 3.03.2010. Lennet d'an 28 a viz Here 2022
  43. (en) HM Prison Service, « Female Prisoners ». Lennet d'an 28 a viz Here 2022
  44. (cy) VisitWales.com, « Welcome to Wales, a country like no other ». Lennet d'an 29 a viz Here 2022
  45. (en) European Land Information Service, « England and Wales », 2010. Lennet d'an 29 a viz Here 2022
  46. (en) Mr. Judd, Secretary of State of Defence, « Celtic Sea », Hansard Systems, 16.12.1974. Lennet d'an 29 a viz Here 2022
  47. (en) International Hydrographic Organization, « Limits of oceans and seas », 1953. Lennet d'an 29 a viz Here 2022
  48. (en) The British Cartographic Society, « How long is the UK coastline? [diell] », 2012. Lennet d'an 29 a viz Here 2022
  49. (en) Escape to the Welsh islands, VisitWales. Lennet d'an 29 a viz Here 2022
  50. (en) Jonathan Glancey, « High tea: Mount Snowdon's magical mountaintop cafe », The Guardian, 2.08.2009. Lennet d'an 29 a viz Here 2022
  51. (en) James McCarthy, « Mountain upgraded to ‘super’ status », WalesOnline, 28.03.2013. Lennet d'an 29 a viz Here 2022
  52. (en) The Welsh 3000s Challenge, « The Welsh 3000s Challenge », 2019. Lennet d'an 29 a viz Here 2022
  53. (en) Snowdonia Guide, « Aran Fawddwy », 2019. Lennet d'an 29 a viz Here 2022
  54. (en) Nuttall, John & Anne (1999). The Mountains of England & Wales – Volume 1: Wales (2nd edition ed.). Milnthorpe, Cumbria: Cicerone. ISBN 978-1-85284-304-5.
  55. Kartenn
  56. (en) Llywodraeth Cymru, « Areas of Outstanding Natural Beauty ». Lennet d'ar 31 a viz Here 2022
  57. (en) Joshua Knapman, « All of Wales' Blue Flag beaches in 2019 », WalesOnline, 15.05.2019. Lennet d'ar 31 a viz Here 2022
  58. (en) Tom Parry, « Stormy weather », BBC North West Wales, 28.04.2006. Lennet d'ar 31 a viz Here 2022
  59. (en) BBC, « In detail: The Sea Empress disaster », 2000. Lennet d'ar 31 a viz Here 2022
  60. (en) Palæos, « The Cambrian Period of the Paleozoic Era: 542 to 488 Million Years Ago [diell] », 2002. Lennet d'ar 1 a viz Du 2022
  61. (en) Sedgwick, A. (1852). "On the classification and nomenclature of the Lower Paleozoic rocks of England and Wales". Q. J. Geol. Soc. Lond. 8 (1–2): 136–138. doi:10.1144/GSL.JGS.1852.008.01-02.20. S2CID 130896939.
  62. (en) Palæos, « The Silurian Period of the Paleozoic Era: 444 to 416 Mya [diell] », 2002. Lennet d'ar 1 a viz Du 2022
  63. (en) Palæos, « The Ordovician Period of the Paleozoic Era: 488 to 444 million years ago », 2022. Lennet d'ar 1 a viz Du 2022
  64. 64,0 64,1 64,2 64,3 ha64,4 (en) Met Office, « Wales: climate », 2016. Lennet d'ar 1 a viz Du 2022
  65. (en) BBC News, « Heatwave latest: Wales sees hottest day on record, provisional figures show », 18.07.2022. Lennet d'ar 1 a viz Du 2022
  66. (en) Hydri-GIS Ltd, « Digital Archive of Extreme UK Rainfall Events [diell] », 2012. Lennet d'ar 1 a viz Du 2022
  67. (en) Ross Clark, « The wetter, the better [diell] », The Telegraph, 28.01.2012. Lennet d'ar 1 a viz Du 2022
  68. (en) Mick Green, « Wales Ring Ouzel Survey 2006 », Ecology Matters, 2006. Lennet d'an 2 a viz Du 2022
  69. (en) BBC News Wales, « Black ravens return to the roost », 24.01.2006. Lennet d'an 2 a viz Du 2022
  70. (en) The Royal Society for the Protection of Birds, « Red kite voted Wales' Favourite Bird », 11.10.2007. Lennet d'an 2 a viz Du 2022
  71. (en) Royal Society for the Protection of Birds, « Conwy ». Lennet d'an 2 a viz Du 2022
  72. (en) John Vidal, « Goats have roamed Snowdonia for 10,000 years; now they face secret cull », The Guardian, 13.11.2006. Lennet d'an 2 a viz Du 2022
  73. (en) BBC News, « Licensed beavers released in Wales for the first time », 30.03.2021. Lennet d'an 2 a viz Meurzh 2022
  74. (en) Perring, E.H.; Walters, S.M., eds. (1990). Atlas of the British Flora. Melksham, Great Britain: BSBI. p. 43. ISBN 978-0-901158-19-2.
  75. (en) UNESCO, « World Heritage List ». Lennet d'ar 6 a viz Du 2022
  76. 76,0 76,1 ha76,2 (en) Snyder, Christopher Allen (2003). The Britons. Wiley-Blackwell. ISBN 978-0-631-22260-6.
  77. (en) Ford, Patrick K (2008). The Mabinogi and Other Medieval Welsh Tales (2nd ed.). Berkeley and Los Angeles: University of California Press. p. 183. ISBN 978-0-520-25396-4.
  78. 78,0 ha78,1 (en) Koch, John Thomas (2006). Celtic culture: a historical encyclopedia. Santa Barbara: ABC-CLIO. pp. 359 & 1324. ISBN 978-1-85109-440-0.
  79. (en) White, Donna R (1998). A century of Welsh myth in children's literature. Westport, CT: Greenwood Publishing Group. p. 123. ISBN 978-0-313-30570-2.
  80. 80,0 ha80,1 (en) Williams, David (1961). A Short History of Modern Wales. London: John Murray. p. 121.
  81. (en) Los Angeles Times, "Obituary", 27 a viz Gwengolo 2000
  82. (en) Emyr Humphreys: Conversations and Reflections, ed. M. Wynn Thomas. University of Wales Press: Cardiff, 2002, p. 8.
  83. (en) Maurice Cowling (1 a viz C'hevrer 1990). "Raymond Williams in retrospect". New Criterion. Lennet d'an 3 a viz Mae 2020.