Dereadur
An Dereadur zo un ober politikel e-lec'h ma vez treuzkaset galloudoù eus gouarnamant kreiz ar Stad emveliek d'ul live is-vroadel, evel al live rannvroel pe lec'hel.[1] Ur stumm eus an digreizennañ melestradurel eo. Tiriadoù deroet o devez galloud da lezenniñ diouzh al lodennoù deroet, ar pezh a ro dezho un emrenerezh brasoc'h.
Dereadur n'eo ket kevreadelezh kar ar galloudoù deroet d'an aotrouniezh is-vroadel a c'hell bezañ war verr-dermen peotramant e c'hellont bezañ tennet dre ma vezont etre daouarn ar gouarnamant kreiz mod pe vod. Diwar neuze e chom ar stad ur Stad unvan de jure.[2] Al lezenniñ a grou parlamantoù deroet pe bodadegoù a c'hell bezañ skarzhet pe kemmet gant ar gouarnamantoù kreiz evel n'eus forzh peseurt statud. E sistemoù kevreadel eo gwarantet gouarnamantoù al liveoù is-vroadel gant arbonreizhioù, ne c'hell ket galloudoù al liveoù izeloc'h bezañ tennet diwar atiz ar gouarnamant kreiz hep kemmañ ar vonreizh. N'eo ket gwarezet ken mat an is-liveoù gant an dereadur ha dindan kevreadelezh.[3]
Rouantelezh-Unanet
kemmañEr Rouantelezh-Unanet e voe krouet ur gouarnamant deroet en Iwerzhon an Norzh e 1921 gant Akt Gouarnamant Iwerzhon 1920, evit Kembre ha Bro-Skos e miz Gwengolo 1997 da heul referendomoù hag e Londrez e miz Mae 1998. Etre 1998 ha 1999 e voe staliet Parlamant Bro-Skos, ar Senedd (Parlamant Kembre), Bodadeg Iwerzhon an Norzh ha Bodadeg Londrez dre al lezenn. Tud a gabal evit sevel ur Parlamant saoz, evit lakaat Dereadur Bro-Saoz e plas (da lavaret eo staliañ ur Parlamant pe ur Vodadeg saoz distag) abaoe 1998.
Daveoù
kemmañ- ↑ What is devolution? (en). BBC Academy. Kavet : 2019-02-22.
- ↑ Devolution: what is it and what powers would cities get? (en-GB). Channel 4 News (14 May 2015). Kavet : 2019-02-22.
- ↑ Devolution, federalism and a new constitution for the UK (en). Public Law for Everyone (2014-01-08). Kavet : 2019-02-22.