William Salesbury (war-dro 1520 – war-dro 1584) a oa ul lenneg kembreat eus ar XVIvet kantved. Gantañ e voe graet an droidigezh kentañ eus an Testamant Nevez e kembraeg, embannet e 1567.

”Monumant d’an Droerien”, e Llanelwy, gant delwenn William Salesbury e-kreiz

E vuhez hag e labour

kemmañ

Ganet e oa bet e Llansannan, e Sir Ddinbych gwechall hag e Sir Conwy bremañ, met tremen a reas ar braz eus e yaouankiz e Plas Isa, war lez Llanrwst. Studioù a reas e skol-veur Oxford, ma teskas hebraeg, henc’hresianeg ha latin. Eno e reas anaoudegezh gant levrioù Martin Luther ha William Tyndale, berzet gant an Iliz katolik, ha gant an teknikoù moullañ. E 1547 e voe embannet gantañ ur geriadur saozneg-kembraeg hag ul levr anvet Oll synnwyr pen Kembero ygyd, un dastumad krennlavarioù kembraek savet gant ar barzh Gruffudd Hiraethog.

Evel Erasmus ha Martin Luther, e kave da William Salesbury e oa mat lakaat treiñ ar Bibl e yezh vamm an dud. Protestant penn-kil-ha-troad e oa ha rankout a reas chom kuzhet e-pad ren ar rouanez katolik Mari I (1553-1558), hag e-keit-se en voe moullet skrid ebet gantañ. En em adlakaat a reas da sevel troidigezhioù pa erruas ar rouanez Elesbed I war an tron. E 1563 e voe votet un destenn gant ar parlamant a c’houlenne lakaat treiñ ar Bibl e kembraeg. Labourat a reas Salesbury, a-gevret gant Richard Davies, eskob Tyddewi, ha Thomas Huet, eus iliz-veur Tyddewi ivez, war un droidigezh eus an Testamant Nevez, diwar an henc’hresianeg e kembraeg. Embannet e voe an droidigezh-se d’ar 7 a viz Here 1567. Labourat a reas ivez da dreiñ ar e kembraeg, hag embannet e voe an droidigezh, “Y llyfr Gweddi Gyffredin”, e 1567 ivez. Embann a reas un droidigezh kembraek eus lennadurioù ar pevar Aviel ha Lizhiri an Ebestel hag a gaver er "Book of Common Prayer" (Levr ar Bedenn Voutin), levr oferenn an Anglikaned, dindan an titl Kynniver Llith a Ban (1551).

Gant William Salesbury e voe embannet ivez ul levr a daolenne soniadoù ar c’hembraeg, A briefe and a playne introduction, teachyng how to pronounce the letters in the British tong (1550, eil embannadur e 1567).

En e droidigezhioù e klaskas Salesbury ober gant ur c’hembraeg unvan hag a vefe degemeret gant al lenneien e Kembre. Evit se e roas ul liv latin da c’herioù zo : skrivañ a rae eccles e-lec’h eglwys (iliz) ha discipulon e-lec’h disgybl(i)on (diskibled). Aet eo ar skrivadoù-se da get hiziv. Ha ne chom ket kalz roudoù eus e zoare-skrivañ er c’hembraeg a vremañ.

Oberennoù

kemmañ
  • Oll synnwyr pen Kembero ygyd (1547)
  • A Dictionary in Englyshe and Welshe (1547)
  • A briefe and a playne introduction, teaching how to pronounce the letters in the British tong (1550, eil embannadur e 1567)
  • Kynniver Llith a Ban (1551)
  • Y Testament Newydd (1567)

Liammoù diavaez

kemmañ