Ceidio (Gwynedd)
Ceidio zo ur gêriadenn vihan eus Kembre, e kontelezh Gwynedd. Emañ e kumuniezh Buan.
E 1998 e oa bet gevellet unan eus ar c'hêriadennoù e-kichen, Nefyn, gant Puerto Madryn en Arc'hantina. Kement-se zo bet graet abalamour ma teue Love Jones-Parry, unan eus saverien Y Wladfa, e Patagonia, eus maner Madryn e Ceidio.
Sant "Ceidio", enoret en iliz-parrez, a oa ur roue brezhon a oa o vevañ en Hen Ogledd. Mervel a reas e vab Gwenddolau fab Ceidio war-dro 573.