Gwenddolew ap Ceidio

Gwenddolew ap Ceidio (marvet war-dro 573), pe Gwenddolau, a oa ur roue brezhon eus deroù ar VIvet kanved, a rene en Arfderydd (hizivArthuret) e mervent Skos ha gwalarn Saoz a vremañ, e tolead Moger Hadrian ha Carlisle. E Carwinley , nepell diouzh Longtown, en hanternoz da gêr Carlisle, e vije bet e gêr-benn, Caer Wenddolau.

Merzhin badezet gant Sant Kentigern e Stobo Kirk, Borders, Skos.

Mab e oa da g-Ceidio ap Einion, ha breur da Eliffer Gosgorddfawr.

Kar e vije da Coel Hen, a vije bet o ren en Hen Ogledd (kreisteiz Skos a hiziv), pa voe kuitaet Enez Vreizh gant ar Romaned. Marteze ne oa ket tre ar wirionez.

Caer Guendoleu ne oa ket degemeret gant e amezeien ar pezh a vroutas anezhañ da gevreañ gant roue Aedan mac Gabhran. Ar c'hevread-se, avat, a lakaas roue Riderch Hael Strathclyd da dostaat ouzh enebourien Caer Guendoleu, Peredur Paladr Hir ha Gwrgi Ebrauc.

E 573 un tabut a zivout Caer-Laverock a voe abeg ur brezel. Lu Caer Guendoleu a stourmas ouzh re Ebrauc ha Stratclud e Emgann Arfderydd. 2100 a dud (ul lu vras evit ar maread-se) en-doa Gwenddolew ap Ceidio met ne voe ket a-walc'h. Lazhet e voe ha distrujet e voe e rouantelezh.

E varzh, Lailoken a voe e diazez mojenn Marzhin


En e raok:
Ceidio ap Einion
Roue Caer Guendoleu
thum)

560 - 573
War e lerc'h:
Llew ap Cynfarch
ha Arawn ap Cynfarch