Caer Guendoleu

(Adkaset eus Caer Wenddolau)


Caer Guendoleu a oa ur rouantelezh vrezhon en Hanternoz Kozh Enez Vreizh, en hanternoz d'ar stêr Solway. N’ouzer ket pe anv a roe hec’h annezidi dezhi.

Caer Guendoleu
Rouantelezh Caer Guendoleu
Flag
550 – 573 Flag
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Kembraeg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Disrannet eo Ebrauc 550
 - aloubet gant Rheged 573

Krouet e voe e 505 pa rannas Einion ap Mor, roue Ebrauc, e rouantelezh etre e vibien. Ceidio ap Einion a voe ar roue kentañ anezhi met ne badas ket e dierniezh. E 573 e voe faezhet ha lazhet e vab, Gwenddolew ap Ceidio, gant rouaned Dunoting hag Ebrauc en Emgann Arfderydd.

Goude-se e voe renet rouantelezh an daou vreur gant Urien Rheged, betek 616 - 632, pa voe distrujet war un dro gant Rheged. Ar pezh a chome eus he douareier a voe kemeret gant Ystrad Clud.


Listenn rouaned Caer Guendoleu (n’eo ket asur ar bloavezhioù)

kemmañ