Centi
Centi-, aroueziet dre c, zo ur rakger eus an SI (Système international d'unités) a dalv da lieskementiñ un niver bennak dre 10-2, da lavaret eo dre 0,01. Rannañ dre gant (100) eo ivez.
Abaoe 1795 e veze implijet ar rakger centi-, eus al latin centum "kant". E 1960 e voe degemeret gant ar Bureau International des Poids et Mesures (BIPM). [1]
Peogwir n'emañ ket al lizherenn « c » e lizherenneg ar brezhoneg e reer gant ar rakger kanti- dre gomz, pa zeu centi- eus "kant" ; da skouer : ur gantvedenn eus ur metr eo ur c'hantimetr : 1 cm = 1 m / 100, hag un hed 100 cm = 1 m.
- Merkit ez eo arabat brezhonekaat an arouez c dre k, rak da 1 c'hilometr (1 km) e trofe 1 cm.
- Brezhonekaat c dre s ("santi-") ne zere ket ivez rak brezhoneg beleg e vefe, hag arouez an eilenn eo s ; 1 "sm" = 1 ms = 1 eilenn/1000.
Notennoù
kemmañ- ↑ (fr) Résolution 12 de la 11e CGPM (1960) @ Conférence générale des poids et mesures. Kavet : 16 Kzu 24.