Ceretic, pe Ceredig ap Gwallog a oa roue diwezhañ Elmet, ur rouantelezh vrezhon lec'hiet e kornog Yorshire (West Riding of Yorkshire) er VIIvet kantved. Hervez Bede e oa Ceredic Roue ar Vrezhoned, met marteze ne oa nemet roue Brezhoned an tolead-se. Mab e oa da Gwallog ap Llaennog, meneget gant ar barzh brezhon Taliesin.

En e lez e vefe bet degemeret Hereric, tad Santez Hilda (ganet e 614), ezel eus familh roueel Deira, goude ma oa bet kaset kuit gant ar roue Æthelfrith Northumbria, en devoa diskaret ar roue Edwin Northumbria.

Pa zistroas Edwin Northumbria er galloud e 617, e teuas Edwin da aloubiñ e vro, voe kaset kuit Ceretic. Marteze en devoa kemeret perzh e muntr tad Hilda, dre gontamm. Staget e voe Elmet ouzh Northumbria.

Hennezh moarvat eo ar priñs Ceretic a zo meneget e varv en Annales Cambriae en 616 (pe marteze 617, pe 618)[1].

Levrlennadur

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. J. Morris (ed.), Nennius, British History, and the Welsh Annals (Phillimore, 1980), p. 86: 616 an: Ceretic obiit.