Chapel Pontouar
Chapel Pontouar zo lec'hiet e kumun Tregourez, e Kerne, e departamant Penn-ar-Bed.
Ilizoù Breizh | |
---|---|
Chapel Pontouar | |
Ar chapel | |
Relijion | Katoligiezh |
Statud | |
Parrez | Tregourez |
Kumun | Tregourez |
| |
Saverezh | XVIvet kantved |
Stil | Gotek |
|
Istor
kemmañChapel Pontouar, savet er XVIvet kantved, a oa gouestlet er penn-kentañ da sant Gwezenneg, deuet eus Kembre e fin ar Vvet kantved. Hervez ar vojenn e teue ar voraerien da bardonañ d'ar chapel da drugarekaat ar sant evit bezañ saveteet ur vag hag he bourzhiad ganti a-gevret gant e vreur gevell Jagu e-kerzh ur barr-avel. Abaoe ar XVIIvet kantved ez eo gouestlet ar chapel da Itron Varia Pontouar.
Arkitektouriezh
kemmañUr savadur e stumm ur groaz latin eo.
An diavaez
kemmañBez' ez eus un tourig gant ur gorzenn war ar pignon kornôgel, ha diri war ar skoaz.
- Ar feunteun
Ar feunteun en ardraoñ, hag a zo moarvat eus ar memes maread, a voe distaget diouzh ar chapel gant digoradur an hent a gas da Gemper e 1893. An feunteunig volzek-mañ, brudet he dour evit pareañ poanioù-skouarn sañset, a oa ur skeudenn eus sant Gwezenneg enni.
- Ar c'halvar
Ar c'halvar zo eus ar XVIvet kantved.
An diabarzh
kemmañEr chapel ez eus un nev gant pevar zreuziad, dispartiet diouzh ur chantele, eeun e penn-chantele gant prenestraj e furm flourdiliz, gant ur volz.
- Ar chantele
- Delwenn
Ar chapel a zalc'h un delwenn eus sant Gwezenneg a voe kizellet e 1563, ha delwennoù eus sant Roc'h, santez Anna hag ar Werc'hez, sant Maur, sant Maurice, ha delwenn gaer meurbet Itron Varia Pontouar.
Azeulerezh, lidoù hag abadennoù
kemmañ- Ar pardon
Lidet e vez da Sul kentañ miz Eost.
Skeudennaoueg
kemmañLiammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañPorched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |