Chapel Sant-C'hlaoda (Plougastell)
Kontet e vez e oa bet bac'het an Aotrou Kergoad gant ar Sarazined da vare Brezel ar Groaz. Diouzh e doull-bac'h en doa goulennet skoazell Sant C'hlaoda a veze pedet gant ar gristenien en arvar (gwelet Claude de Besançon). Dont a reas a-benn da dec'hout kuit ha kaset e voe da Loperc'hed en dro dre vurzhud, e-barzh ul laouer maen. Distro d'ar gêr e lakaas ur chapel da vezañ savet en enor da Sant C'hlaoda. Bolz ar chapel a oa kinklet gwechall gant livadurioù o kontañ ar vojenn-mañ.
Ar chapel a-vremañ zo bet savet er XVIvet kantved. E gevred Plougastell, tost da barrez Loperc'hed emañ, pintet war un duchenn o sevel a-us da Vae Daoulaz, Beg ar Bendi ha Gourenez Kraozon. Un tregont delwenn bennak a gaver e chapel Sant C'hlaoda, hag ur retabl kaer bet renevezet e 1986.
Pedet e veze Sant C'hlaoda gant ar mammoù evit goulenn gantañ sikour o bugale da gomz gwelloc'h. Gwastell a veze roet dezho evit-se da zeiz ar pardon. Emañ feunteun Sant C'hlaoda 250 m izeloc'h eget ar chapel war vord hent Pedel. Ur savadur bihan a oa bet adsavet e 1891 o tougen skoed ar familh Buzig.