Charles Allston Collins
Charles Allston Collins (25 a viz Genver 1828 – 9 a viz Ebrel 1873) a oa ul livour hag ur skrivagner breizhveuriat rakrafaelour.
Buhez
kemmañGanet e oa e Hampstead (Londrez). E dad William Collins a oa ul livour brudet. E vreur henañ Wilkie Collins a oa skrivagner. Skoliet e voe e Stonyhurst College e Lancashire. Collins a gejas gant John Everett Millais ha levezonet e voe neuze gant pennaennoù al luskad rakrafaelour, evel ma weler en e livadur anvet Berengaria's Alarm (1850) a ziskouez gwreg Richarzh Kalon Leon o verzout ur marc'hadour-red o werzhañ gouriz he gwaz. Perzhioù al livadur a denn da re an oberennoù rakrafaelour. Millais a ginnigas ma vefe degemeret Collins er Vreuriezh, met Thomas Woolner ha William Michael Rossetti a nac'has, neuze ne voe ket degemeret Collins.
Collins a voe e karantez gant Maria Rossetti, met ne blije ket dezhi, neuze e teuas da vezañ un den emsell ha penedour, hag an emzalc'h-se a levezonas e labour, evel ma weler en e oberenn vrudetañ, Convent Thoughts he zitl, a ziskouez ur seurez e liorzh ur gouent.
E dibenn ar [[bloavezhioù 1850}} e tilezas al livañ hag e stagas gant ar skrivañ. An dastumad anvet The Eye Witness (1860) eo e skrid brudetañ.
Dimeziñ a reas gant Kate Perugini, c'hoar yaouankañ Charles Dickens, e 1860. Diwezhatoc'h e savas golo The Mystery of Edwin Drood ur romant gant Dickens chomet diechu.
Mervel a reas e 1873 ha douaret e voe e bered Brompton e Londrez.