Charlotta Sparre (1719-1795), anavezet evel Lotta Sparre, a oa un itron e lez Sveden en XVIIIvet kantved.

Charlotta Sparre gant Antoine Pesne.
Charlotta Sparre poltredet gant François Boucher (1703–1770) e 1741.

He buhez

kemmañ

Lotta Sparre a oa merc'h da Fredrik Henrik Sparre ha Virginia Christina Lilliehöök af Fårdala. Meulet e oa bet he c'hened (“la charmante rose” a veze graet anezhi) el lez c'hall, e kastell Versailhez, entre 1739 et 1742, pa oa bet eno gant he c'heniterv, Ulla Sparre, kontez Tessin, pried ar c'hont Carl Gustaf Tessin, kannad Sveden en amzer ar roue gall Loeiz XV.
Ganto ez eas ivez goude da Berlin, hag eno ec'h orgedas ar Priñs August Wilhelm Prusia ganti.

Dimezell a enor e oa gant ar rouanez Lovisa Ulrika adalek 1744, ha mestrez ar saeoù gant ar rouanez Sofia Magdalena Danmark.

Ar rouanez Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp‎ a skrivas en he deizlevr e oa ur vaouez plijus nemet iskis he zemz-spered, ha lezirek. He fried a oa skañv e benn, ha pell diouzh an itrikoù.

Dimeziñ ha bugale

kemmañ

E 1748, da 29 bloaz, e timezas d'ar c'hont Carl von Fersen, mestr koadeier ar roue, ha kontet da vezañ kaerañ ha speredekañ denjentil ar vro.

Div verc'h o doe: Ulrika von Fersen ha Augusta von Fersen.

Tevaat a rae ha tremen a rae an darn vrasañ eus hec'h amzer en he c'hambr ken na gemere ket perzh e buhez al lez ken. En 1795 eta, tremen 75 bloaz dezhi, e voe kaset kuit eus al lez. Kuit ganti ez eas he div verc'h, Augusta hag Ulrika, d'ober war-dro he yec'hed evit doare, en ofisiel bepred.