Chauvel
anv-tiegezh
Chauvel zo un anv-tiegezh a gaver stank e Breizh (Breizh-Uhel dreist-holl) hag e kornôg Bro-C'hall (Normandi, Maine, Anjev). Ur skourr hugunot en doa divroet da Vro-Saoz e dibenn ar XVIIvet kantved.
Lesanv un den moal eo. Kalz stummoù all zo : Chauvet, Chauvin hag all.
Tud
kemmañ- Sir Harry Chauvel (1865-1945), jeneral
- Charles Chauvel (1897-1959), produer ha filmaozer
Ar familh Chauvel, genidik eus Kemper, en doa divroet da Bariz e dibenn an XIXvet kantved :
- Jean Chauvel (1897-1973), diplomat ha barzh, kroaz-veur al Lejion a enor gall ;
- Georges Louis Marie Chauvel (1902-1962), politikour, e vreur ;
- Jean-François Chauvel (1927-1986), kazetenner, e vab ;
- Patrick Chauvel (1949-), kelaouer ha luc'hskeudenner brezel, e vab-bihan ;
- Jules Chauvel (1841-1908), mezeg milourel
- David Chauvel (1969-), senarioour bannoù-treset