Chekenn vrezhonek
Chekennoù brezhonek a vez skrivet a-wechoù gant ar vrezhonegerien a oar skrivañ o yezh war chekennoù embannet gant o bank.
Istor
kemmañE 1980 e oa krog brezhonegerien zo eus Roazhon da vont da zebriñ pizza d'ur preti italian goude ar gentel vrezhoneg ha da skrivañ brezhoneg war o chekennoù. Hag aet e oant da c'houlenn ouzh o bankoù embann chekennoù brezhonek.
Buan a-walc'h e seblantas troet ar CMB gant ar mennozh.
Ret e voe gortoz ur pennad hir avat a-raok gwelout ar re gentañ embannet, divyezhek.
Prosez
kemmañE 1982 e voe kaset an Tregeriad Gilles Bernard, eus Gwengamp, dirak al lez-varn, dre m'en doa beajet en tren hep bilhed met gant ur chekenn vrezhonek siellet en ur mekanik pa oa bet nac'het gant an SNCF degemer ar chekenn vrezhonek-se ha reiñ e vilhed dezhañ.
CMB
kemmañGwech ebet n'eus bet graet bruderezh evit ar chekennoù brezhonek er bank Crédit mutuel de Bretagne, ken ne oar ket an implijidi ez eus anezho.
Chekennoù divyezhek e oant da gentañ. Daoust da se n'o deus ket graet berzh bras. Koulskoude, pa oant divyezhek e oa un arguzenn vat: n'eus forzh pehini eus an div yezh a c'haller skrivañ war ar chekennoù divyezhek, setu ez int graet evit an holl, gallegerien koulz ha brezhonegerien. N'eus ket bet klasket brudañ ar chekennoù nemeur ivez en aozadurioù brezhonek, nemet gant deiziataer Skol an Emsav. Abalamour da se marteze eo n'eo ket aet war-raok niver an implijerien. Un nebeudig kelennerien vrezhonek a laka o skolidi da skrivañ chekennoù brezhonek e-pad ar c'hentelioù.
Peurvrezhonekaet eo ar chekennoù divyezhek abaoe ur pennadig (da resisaat).
Crédit Agricole
kemmañGant CA Penn ar Bed e vez embannet chekennoù divyezhek abaoe un nebeud bloavezhioù, evit klask tapout tud digant ar CMB, pe dreist-holl da virout ouzh lod da vont d'ar bank all. Met enebet eo kevrennoù all ar bank, en departamantoù all, ouzh ar chekennoù brezhonek.
Penaos e vez graet
kemmañSkouer:
2010
kemmañNac'het e oa bet ur chekenn vrezhonek en un tren gant an SNCF ouzh Carine Marchand, skolaerez vrezhonek eus Dinan.
2011
kemmañ- Un tamm trouz zo bet e Roazhon abalamour da Ana Sohier, kuzulierez UDB e kêr Roazhon, a oa bet nac'het he chekenn vrezhonek gant Pôle Emploi.
- Ur bodad evit ar chekennoù brezhonek zo bet savet e Facebook.
2014
kemmañE miz Eost, trouz adarre abalamour ma'z eus bet nac'het ur chekenn vrezhonek ouzh Luce Loyant, 89 bloaz, e Lannarstêr[1].
Dazont
kemmañNebeutoc'h-nebeutañ e ra ar brenerien gant chekennoù, aesoc'h e kavont ober gant ur gartenn-vank. Heñvel eo gant ar vrezhonegerien. Koulskoude, ma ne vez ket graet gant ar chekennoù brezhonek eo sur e vo paouezet d'o embann.
Liammoù diavaez
kemmañ- Ur pennad e Le Point diwar-benn al lezenn c'hall hag ar chekennoù brezhonek: [1]
- Ur pennad e Le Mensuel de Rennes diwar-benn ar chekennoù brezhonek gant an SNCF https://web.archive.org/web/20110211064122/http://www.rennes.lemensuel.com/actualite/article/2011/02/08/apres-pole-emploi-la-sncf-refuse-quon-lui-parle-breton-8007.html