Liard
Al liard a zo anv ur pezh moneiz. Liardoù pe liarded a vez lavaret el liester.
Gwechall
kemmañAl liard zo bet implijet e teir stad. Peurvuiañ e veze graet e kouevr.
Er Rouantelezh c'hall
kemmañAnv ur pezh kozh e oa en amzer ar Rouantelezh c'hall (hag e Breizh) ha goude.
- ar bihanañ pezh e oa a-raok an Dispac'h gall; krouet e oa bet gant ar roue gall[1]Loeiz XI, graet e kouevr, paouezet d'ober adalek 1792, hag aet da get da vat e 1856;
- talvezout a rae kement ha tri diner en XIXvet kantved, pe ur c'hard eus ur gwenneg ;
En Izelvroioù aostrian
kemmañAnv ur rann eus kronenthaler an Izelvroioù aostrian (Belgia hon amzer) e oa. 254 liard a oa en ur c'h-kronenthaler. Pa voe aloubet ar vro gant an armeoù gall e 1794 e voe lakaet al lur gall gante e-lec'h ar c'h-kronenthaler. Krouet e oa bet gant Karl V, en arc'hant, talvezout a rae neuze kement hag un hanter patard, daouzek mito, seizh real arc'hant, pe daou-ugent skoed arc'hant
Liège
kemmañUr pezh moneiz e oa ivez e Priñselezh Liège gwechall.
Troioù-lavar
kemmañ- An hini n'en deus ket ul liard toull zo unan eus ar re baourañ.
- Un dra ha ne dalvez ket ul liard toull ne dalvez ket kalz a dra.
- Ober ul liard gaou ouzh ub: an disterañ gaou.
Hiziv
kemmañBez' ez eo an anv brezhonek zo implijet ha kelennet gant kelennerien zo e KEAV, Sav-Heol, hag e kentelioù skol-veur Roazhon, abaoe krouidigezh an euro e 2002, evit ur gantvedenn eus un euro. Dibabet eo bet ar ger
- abalamour ma n'haller ket faziañ gant anv ur pezh all en implij,
- abalamour ma'z eo heñvelik al liv anezhañ ouzh al liarded kozh, graet e kouevr.
Servij a ra dre skrid da leuniañ ur chekenn vrezhonek bep an amzer.
Notennoù
kemmañ- ↑ Meneget e Geriadur Gregor, e Gwerziou Breiz Izel.