Colin Luther Powell zo ur milour war e leve hag ur politikour stadunanat. Ganet eo bet e Harlem (New York) d'ar 5 a viz Ebrel 1937.

Colin Powell

Redmicher soudardAozañ

E dud a oa o tont eus Jamaika. Bevet en deus e karter ar Bronx e-pad e vugaleaj. Studiet en deus e skolioù publik New York ha, da c'houde en deus bet un diplom marc'hadourezh. Kregiñ a reas e redmicher soudard e 1958 evel isletanant. E 1962 e voe bet e-touez ar 16 000 soudard kaset gant ar prezidant Kennedy da su ar Vietnam. Resevet en deus div vedalenn soudard e-korf hevlene : ar « Purple Heart », hag ar « Bronze Star ». Distreiñ a reas da Vietnam e 1968-1969. E-doug ar veaj-se eo bet gloazet en ur gwallzarvoud biñsaskell. Daoust da se eo deuet a-benn da salviñ e gamaraded d'ar viñsaskell entanet ha resevet en deus ar vedalenn soudard. En holl en deus resevet 11 kinklerezh soudard, ar strollad merit en o zouez.

PolitikourAozañ

Kuzulier er surentez vroadel eo bet etre 1987 ha 1989. E 1989 eo bet anvet e penn ar sturvod, ur post dalc'het gantañ betek 1993. D'ar 16 a viz Kerzu 2000 eo bet anvet sekretour-Stad gant George W. Bush. E 2003 eo bet digoret Brezel Irak. Prestik goude bezañ bet addilennet ar prezidant Bush e 2004 en deus kuitaet Powell e bost sekretour-Stad, d'ar 25 a viz Genver 2005. Condoleezza Rice en deus kemeret e blas evel sekretourez-stad. E koulzadoù evit an dilennadegoù prezidant e 2008 ha 2012 en deus kemennet e skoazell da vBarack Obama.

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.