Colt Cobra
Ar Colt Cobra zo ur revolver daou-ober skañv produet gant an embregerezh stadunanat Colt. Un arm-tan bihan eo, dezhañ ur c'hanol daou veutad amerikan (51 mm) hepken en e stumm kentañ hag ur pouez izel (430 gram).
Colt Cobra | |
---|---|
Ur revolver Colt Cobra kambret e .38 Special | |
Kinnig | |
Bro | Stadoù-Unanet Amerika |
Doare | Revolver daou-ober |
Munisionoù | Stummoù orin .38 Special .38 S&W .32 Colt New Police .22 Long Rifle Stumm nevez (abaoe 2017) .38 Special |
Produer | Colt's Manufacturing Company |
Mare produiñ | 1950 - 1981 2017 - bremañ |
Pouez ha muzulioù (stumm orin, a-raok 1981) | |
Mas (hep kartouchenn) | 0,430 kg |
Hirder | 171 mm |
Hirder ar c'hanol | 51 mm (stumm 2 veutad) |
Perzhioù all | |
Endalc'h | Taboulin 6 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Implij
kemmañLakaet e voe ar Colt Cobra e gwerzh etre 1950 ha 1981[1]. Unan eus ar revolverioù poblekañ e voe er Stadoù-Unanet goude an Eil Brezel-bed. Abalamour d'e vent vihan e plije d'ar boliserien ha d'ar re a felle dezho en em wareziñ gant un arm-tan bihan[2]. Diazezet eo war framm D ar revolverioù Colt. Adstummoù dezhe kanolioù hiroc'h (3, 4 pe 5 meutad) a voe kinniget gant Colt, er c'halibroù .38 Special dreist-holl, ha .22 Long Rifle. Stummoù raloc'h a gaved e .32 Colt New Police ha .38 Smith & Wesson.
Ur revolver Cobra a voe implijet gant Jack Ruby evit lazhañ Lee Harvey Oswald, muntrer John Fitzgerald Kennedy[1].
Stumm modern
kemmañE 2017 ec'h adstagas Colt da broduiñ ar Cobra. Un tamm ponneroc'h hag hiroc'h eo ar stumm gwerzhet hiziv-an-deiz, ha kambret eo e .38 Special hepken[3].
Daveennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 (en) Colt Cobra .38 Special, war Gun Collectors Club (lennet d'an 13/09/2024)
- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 90
- ↑ (en) Colt Cobra war lec'hienn Colt (lennet d'an 13/09/2024)