Columba elphinstonii

Columba elphinstonii

C. elphinstonii, luc'hskeudennet
e Munnar (Kerala, India).


Chalus (VU)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Columbiformes
Kerentiad : Columbidae
Genad : Columba
Anv skiantel
Columba elphinstonii
(Sykes, 1832)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Columba elphinstonii[1] a zo ur spesad evned eus ar c'herentiad Columbidae.

Anvet e voe Ptilinopus Elphinstonii (kentanv) da gentañ-penn (e 1832) gant an naturour saoz William Henry Sykes (1790-1872) da zougen bri d'an den-a-stad hag istorour skosat Mountstuart Elphinstone (1779-1859).

Doareoù pennañ

kemmañ
 
Columba elphinstonii, luc'hskeudennet e Tamil Nadu (India).


Bevañ a ra er gwez diwar frouezh, hugennoù ha broñs dreist-holl[2].

 
Tiriad Columba elphinstonii.

Brosezat eo ar spesad e mervent India[3].

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ