Copa Premio Honor Uruguayo

Copa Premio Honor Uruguayo a oa un trofe hag a c'hopre trec'h ar c'hrogad a veze dalc'het e Montevideo etre skipailhoù broadel mell-droad Arc'hantina hag Uruguay tost bep bloaz[1] etre 1911 ha 1924.

Ne viras ket ar Brezel-bed kentañ, bet tarzhet en Europa kerkent hag an 28 a viz Gouere 1914, ouzh an holl genstrivadegoù-sport a genderc'hel e Suamerika...

Trizek dalc'h e voe, aet ar maout pemp gwech gant La Albiceleste[2] hag eizh gwech gant La Celeste[3].

Disoc'hoù kemmañ

Un eil krogad a veze c'hoariet diwezhatoc'hik ma veze rampo disoc'h an hini kentañ.

Deiziad Lec'h Krogad Merk
8 a viz Here 1911 Estadio Gran Parque Central Uruguay - Arc'hantina 1-1
29 a viz Here 1911 Estadio Gran Parque Central Uruguay - Arc'hantina 3-0
25 a viz Eost 1912 Estadio Gran Parque Central Uruguay - Arc'hantina 3-0
5 a viz Here 1913 Estadio Gran Parque Central Uruguay - Arc'hantina 1-0
30 a viz Eost 1914 Estadio Gran Parque Central Uruguay - Arc'hantina 3-2
18 a viz Gouere 1915 Estadio Gran Parque Central Uruguay - Arc'hantina 2-3
1añ a viz Here 1916 Estadio Belvedere Uruguay - Arc'hantina 0-1
18 a viz Gouere 1917 Estadio Gran Parque Central Uruguay - Arc'hantina 0-2
18 a viz Gouere 1918 Parque Pereira Uruguay - Arc'hantina 1-1
28 a viz Gouere 1918 Parque Pereira Uruguay - Arc'hantina 3-1
18 a viz Gouere 1919 Parque Pereira Uruguay - Arc'hantina 4-1
18 a viz Gouere 1920 Estadio Gran Parque Central Uruguay - Arc'hantina 2-0
10 a viz Kerzu 1922 Estadio Gran Parque Central Uruguay - Arc'hantina 1-0
22 a viz Gouere 1923 Estadio Gran Parque Central Uruguay - Arc'hantina 2-2
30 a viz Gwengolo 1923 Estadio Gran Parque Central Uruguay - Arc'hantina 0-2
31 a viz Eost 1924 Estadio Gran Parque Central Uruguay - Arc'hantina 2-3

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Ne voe krogad ebet e 1921.
  2. Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Arc'hantina.
  3. Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.