Creuddyn (Ceredigion)
Creuddyn a oa ur c'hombod gwechall e Kembre. Un tamm eus kantrev Penweddig e oa, e hanternoz Rouantelezh Ceredigion, asambles gant kombodoù Genau'r Glyn ha Perfedd.
En em astenn a rae etre ar stêrioù Rheidol hag Ystwyth, eus aod Bae Ceredigion er gornaoueg betek menezioù Elenydd er reter. En hanternoz da gombod Creuddyn edo kombod Perfedd, er c'hreisteiz edo kombod Mefenydd, hag er reter edo kantrev Arwystli, e Rouantelezh Powys.
Ur roud a chom eus anv ar c'hombod en anv kêriadenn Llanfihangel y Creuddyn.