Perfedd (Ceredigion)
Perfedd a oa ur c'hombod gwechall e Kembre, e hanternoz Rouantelezh Ceredigion. Un tamm eus kantrev Penweddig e oa, asambles gant kombodoù Genau'r Glyn ha Creuddyn.
En em astenn a rae etre Genau'r Glyn, en hanternoz d'an Afon Clarach, ha Creuddyn er c'hreisteiz, o stummañ "kreiz" (perfedd) kantrev Penweddig. Er reter edo kantrevoù Cyfeiliog hag Arwystli e Rouantelezh Powys, en tu all da venezioù Elenydd.
Kêr greiz ar c'hombod e oa Aberystwyth, kresket e-kichen ar greizenn relijiel a oa eus Llanbadarn Fawr. E-kreiz ar vro ivez edo kreñvlec'h Pen Dinas, tost d'an aod.