Cut (albom The Slits)
Cut eo titl pladenn vras gentañ The Slits. Deuet eo er-maez e miz Gwengolo 1979, embannet e voe gant Island Records (ILPS 9573) er Rouantelezh-Unanet ha gant Antilles (AN 7077) er Stadoù-Unanet. Ne reas ket kalz a berzh pa euas er-maez, koulskoude emañ e plas 58 war listenn The 100 Greatest British Albums bet aozet gant the Observer e 2004. [1].
Adembannet eo bet dindan stumm ur bladenn CD en Europa e 1990 hag en-dro e 2000 e-barzh ar rummad anvet the Island Master series (IMCD 90 ha IMCD 275). E 2005 e voe prenet an enrolladenn orin gant Koch Records (Island Def Jam Records a oa c'hoazh perc'henn warni hag adembannet e voe ar bladenn CD evit ar wech kentañ er Stadoù-Unanet. Betek-hen ne oa nemet ar pladenn saoz (enporzhiet) a c'halle an dud prenañ, dre ma oa diviet embannadenn orin ar bladenn pell zo.
Roll ar c'hanaouennoù
kemmañHoll donioù gant Viv Albertine, Tessa Pollitt, Arianne Forster (Ari Up) ha Paloma Romero (Palmolive)
Tu A
kemmañ- "Instant Hit" – 2:43
- "So Tough" – 2:41
- "Spend, Spend, Spend" – 3:18
- "Shoplifting" – 1:39
- "FM" – 3:35
Tu B
kemmañ- "Newtown" – 3:48
- "Ping Pong Affair" – 4:16
- "Love und Romance" – 2:27
- "Typical Girls" – 3:57
- "Adventures Close to Home" – 3:28
Bonus tracks (tonioù ouzhpennet)
- "I Heard It Through the Grapevine" (Barrett Strong, Norman Whitfield)
- "Liebe and Romanze" (Slow Version)
Sonerien
kemmañ- Ari Up - kan
- Viv Albertine - gitar
- Tessa Pollitt - gitar boud
- Budgie - taboulinoù
- Dennis Bovell - sonefedoù
Luc'hskeudenn gant Pennie Smith
Perzhioù all
kemmañ- Enrollet e-pad nevezamzer 1979 e Ridge Farms Studio
- Produet gant Dennis Bovell
- Padelezh : 31:52
- Embannet gant Island Records
Notennoù
kemmañ
Daveoù
kemmañ- Weisbard, Eric; Craig Marks (1995). Spin Alternative Record Guide. Vintage Books.