Pennie Smith a zo ul luc'hskeudennerez bet ganet e Londrez (Rouantelezh-Unanet). Brudet eo a-drugarez d'he luc'hskeudennoù a denn da ved ar sonerezh rock. Luc'hskeudennoù e gwenn ha du a vez tapet ganti. Hiziv an deiz e vez o chom en un ti-gar dilezet, adoazet ganti (pa oa studierez) ha deuet da vezañ ur studio, e kornôg Londrez.

Smith az eas da skol-arzoù Twickenham e dibenn ar bloavezhioù 1960, hag eno e studias ar graferezh hag an arzoù-aker. Asambles gant ar c'hazetenner sonerezh Nick Kent ha Barney Bubbles e reas war-dro ar gelaouenn Friends etre 1969 ha 1972. E 1970 ec'h aozas golo ar bladenn Never Never Land evit ar strollad Pink Fairies. Unan eus a c'hefridioù kentañ kinniget dezhi a voe luc'hskeudenniñ Led Zeppelin e-pad un droiad aozet e 1970. Labourat a reas evel luc'hskeudennerez evit ar gelaouenn NME betek penn-kentañ ar bloavezhioù 1980.

Tro he deus bet Pennie Smith da luc'hskeudenniñ arzourien vrudetañ ar sonerezh rock, en o zouez : Led Zeppelin, The Rolling Stones, The Who, Iggy Pop, The Clash, The Jam, Siouxsie Sioux, Debbie Harry, U2, Morrissey, The Stone Roses, Primal Scream, Manic Street Preachers, Radiohead, Oasis pe c'hoazh The Strokes.

Ouzhpenn ar poltredoù he deus bet tro da luc'hskeudenniñ mareoù pouezus-tre en istor ar sonerezh rock e-keit ma heulie ar strolladoù pa roent sonadegoù er bed a-bezh. He luc'hskeudenn vrudetañ eo an hini a ziskouez Paul Simonon (The Clash) o tistruj e c'hitar boud war al leurenn e New York e-pad troiad 1979 ar strollad.[1],[2] Al luc'hskeudenn-se a voe implijet da c'holo ar bladenn London Calling, ha lakaet eo bet da "Greatest Rock ‘n’ Roll Photograph of All-Time" (2002) gant kazetennerien Q magazine[3].

Oberennoù Pennie Smith a zo bet implijet evit skeudenniñ NME, goloioù pladennoù, danvez bruderezh ha levrioù. The Clash, Before and After, (1980) eo al levr savet ganti a zo bet gwerzhet ar muiañ.[4]

Notennoù

kemmañ
  1. Green, Johnny; Garry Barker [1997] (2003). A Riot of Our Own: Night and Day with The Clash, 3rd edition, London : Orion. 195–196 p. 
  2. Sweeting, Adam. "Death or Glory". Uncut. Miz Here 2004. p.70.
  3. Judd, Terri. "One hundred timeless rock'n'roll moments, and the photographers who...". The Independent. 24 a viz Genver 2002.
  4. Smith, Pennie (1980). The Clash: Before and After. Boston : Little, Brown. 


Liammoù diavaez

kemmañ