Oasis a oa ur strollad rock alternativel saoz savet e Manchester (Rouantelezh-Unanet) e 1991. Unan eus ar strolladoù rock brudetañ eo bet e dibenn ar bloavezhioù 1990. Oberiant eo bet betek e zisrann e 2009.

 
Liam (a-gleiz) ha Noel (a-zehou) Gallagher e 2005

E 1991 e voe savet e Manchester ur strollad rock anvet The Rain gant Liam Gallagher (mouezh), Paul « Bonehead » Arthurs (gitar), Paul «Guigsy» McGuigan (gitar-boud) ha Tony McCarroll (taboulinoù). Buan a-walc'h e kinnigas Noel, breur Liam, mont er strollad, evel gitarour, sonaozer hag eil kaner. Hennezh en doa skrivet e-unan un nebeud kanaouennoù. Dibab a rejont adenvel ar strollad Oasis. E 1993 e sinjont ur gevrat gant al label Creation Records e 1993 ha kregiñ a rejont da enrollañ o albom kentañ, Definitely Maybe, a voe embannet e 1994. Berzh a reas kanaouennoù evel Supersonic, Live Forever pe Cigarettes and Alcohol. 150.000 skouerenn anezhañ a voe gwerzhet en tri devezh kentañ. Tony McCaroll a voe skarzhet eus ar strollad un tamm goude enrolladenn an albom. Alan White a gemeras e blas. Ur wagenn anvet Britpop, enni strolladoù evel Oasis, Blur pe Ocean Colour Scene, a aloubas gwagennoù radioioù Europa[1].

 
Studioioù Abbey Road (Londrez) e-lec'h ma voe enrollet Be Here Now, trede albom studio ar strollad

E 1995 e embannjont o eil albom, (What's The Story) Morning Glory ?, a zo gwelet gant lod evel oberenn wellañ ar strollad, ennañ kanaouennoù deuet da vezañ pezhioù klasel ar rock evel Wonderwall pe Don't Look Back In Anger. E barr e vrud e oa ar strollad pa embannas e drede albom, Be Here Now, e 1997.

E 1999 ez eas McGuigan hag Arthurs kuit eus ar strollad, da vare enrolladennoù an albom Standing on the Shoulders of Giants, embannet e 2000. Kemeret e voe o flas gant Gem Archer (gitar) hag Andy Bell (gitar-boud)[2]. Un albom live, Familiar to millions, a voe enrollet e miz Gouere 2000. Diskennet e oa gwagenn ar Britpop, ha ne rae ket kement a verzh ar strollad evit er bloavezhioù 1990. Heathen Chemistry (2002) a voe gwelet evel un albom izel e galite. Alan White a guitaas ar strollad e 2004, ha kemeret e voe e blas ouzh an taboulinoù gant Zak Starkey, mab ar Beatle Ringo Starr. Muioc'h a verzh a reas Don't believe the truth (2005).

Er festival Rock en Seine e 2009 e savas jeu etre an daou vreur Gallagher. Disrannet e voe ar strollad[3]. E miz Eost 2024 he deus embannet ar strollad e oa o vont da adseniñ asambles e 2025[4].

Diskografiezh

kemmañ

Albomoù

kemmañ
  • Defintely Maybe (1994)
  • (What's The Story) Morning Glory ? (1995)
  • Be Here Now (1997)
  • The Masterplan, dastumad tuoù B o singles kentañ (1998)
  • Standing on the Shoulders of Giants (2000)
  • Familiar to milions (2000, albom doubl enrollet da vare sonadeg ar 21 a viz Gouere 2000 e stad Wembley)
  • Heathen Chemistry (2002)
  • Don't believe the truth (2005)

Daveennoù

kemmañ
  1. (fr) RAJON Florence, Oasis, Prélude et Fugue, dastumadeg Music Book, 1997, 127 p.
  2. (en) Oasis signs new bass guitarist (diellet), The Guardian, 13/11/1999
  3. (fr) Rock en Seine: Oasis annule et se sépare, Libération, 29/08/2009 (lennet d'ar 27/08/2024)
  4. (fr) Le groupe de rock britannique Oasis se reforme pour une tournée à l'été 2025, quinze ans après le clash entre les frères Liam et Noel Gallagher, France Info, 27/08/2024 (lennet d'ar 27/08/2024)