The Slits a zo ur strollad sonerezh punk breizhveuriat. Savet eo bet e 1976 gant izili daou strollad all : The Flowers of Romance ha The Castrators. An izili a oa Ari Up (Arianna Forster), Palmolive (Paloma Romera, hag a sonas goude-se e-barzh The Raincoats), hag ivez Viv Albertine ha Tessa Pollitt hag a erlec'hias Kate Korus ha Suzy Gutsy, hag a oa bet e-touez diazezerezed ar strollad. Palmolive a voe erlec'hiet gant an tabouliner anvet Budgie (anv gwir Pete Clarke), hag a oa bet ezel eus The Spitfire Boys hag a sonas goude-se gant Siouxsie and the Banshees.

Ari Up, Tessa Pollitt hag Adele Wilson war al leurenn e New York, d'an 28 a viz Gouere 2007

Istor ar strollad

kemmañ

Pa voe krouet ar strollad e sone sonerezh punk eeun. Treiñ a reas er Rouantelezh-Unanet asambles gant The Clash (troiad 1977 anvet White Riot) hag ivez Buzzcocks ha Subway Sect (gwelout teulfilm Don Letts anvet The Punk Rock Movie). Son kriz ar strollad (a glever ivez war ar Peel Session enrollet gantañ) a voe kempennet da vat pa grogjont da vezañ dedennet gant ar sonerezh reggae ha dub, evel ma klever war o fladenn vras gentañ anvet Cut savet e 1979, produet gant Dennis Bovell hag embannet gant (Island Records). En noazh emañ izili ar strollad war golo ar bladenn, war-bouez fank ha tammoù feur loened. Son ar strollad a gemmas da vat hag e teuas da vezañ tost ouzh ar sonerezh-arnodiñ hag avant-garde e penn-kentañ ar bloavezhioù 1980, pa genlabouras gant The Pop Group. Ar memes tabouliner (Bruce Smith) o doa an daou strollad, ha lakaat a rejont embann ur bladenn split anvet "In The Beginning There was Rhythm" / "Where There's A Will" (Y Records). Kalz a sonadegoù a roas ar strollad, ha lakaat a reas embann un eil pladenn, Return Of The Giant Slits he zitl, a-raok bezañ divodet.

Raktresoù all

kemmañ

Kate Korus a savas The Mo-dettes e 1979. Meur a ezel eus Slits a gemeras perzh er raktres anvet New Age Steppers, asambles gant arzourien all evel Steve Beresford ha Neneh Cherry. E-touez ar re entanet gant ar strollad e oa Johnny Rotten, Frank Zappa[1] ha John Peel. Albertine a labouras ivez gant Singers & Players and The Playgroup. Ari Up a genlabouras gant Rip Rig & Panic, The Slackers ha Dubblestandart e-touez ur bern re all.

Advodet

kemmañ

Ari Up ha Tessa Pollitt a savas ar strollad en-dro e 2005, hag e 2006 e teuas er-maez ar bladenn EP anvet "Revenge Of The Killer Slits". War ar bladenn-se e son Paul Cook (bet ezel eus Sex Pistols) ha Marco Pirroni (bet ezel eus Adam & the Ants hag eus Siouxsie and the Banshees). Sikouret o deus ivez produiñ ar bladenn. Merc'h Cook, Hollie hec'h anv, a zo er strollad : seniñ a ra kenaozer hag e kan ivez. Evit ar wech kentañ abaoe 25 bloaz e sonas ar strollad er Stadoù-Unanet e 2006, an droiad a voe anvet "States of Mind". E 2007 e sonas en Aostralia hag e tistroas d'ar Stadoù-Unanet. Eno e tigoras abadenn Sonic Youth e McCarren Park Pool (New York)[2]. Un droiad vihan a voe aozet e Japan e miz Here 2007. E 2008 e troas en-dro ar strollad er Stadoù-Unanet. Adele Wilson az eas kuit, ha No a voe erlec'hiet gant ar gitarourez amerikan Michelle Hill. Ar strollad a sonas ivez e-pad Ladyfest (Manchester) e miz Du 2008 hag en Astoria (Londrez) e miz Kerzu 2008. Ar vurutellerez sonerezh anvet Zoe Street Howe a zo o prinetiñ ul levr diwar-benn ar strollad hag ar bladenn Cut. Raktreset eo dont er-maez e-kerzh ar bloavezh 2009, a-benn klotañ gant 30 vloaz embannadenn ar bladenn. Viv Albertine (gitar) a zo meneget e-touez izili ar strollad war e bajennad Myspace abaoe miz Genver 2009.

Izili ar strollad

kemmañ

Pladennaoueg

kemmañ

Pladennoù bras

kemmañ

Pladennoù enrollet war al leurenn (live)

kemmañ

Dastumadoù

kemmañ

Pladennoù bihan

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Frank Zappa (atersadenn), The Dick Cavett Show 1980 (PBS)
  2. Slits Set for U.S. Summer Tour Pitchfork, 6 a viz Gouere 2007.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • PUNKCAST#1062 Live @ Syrup Room, Brooklyn, 3 a viz Du 2006 (Realplayer, mp4)
  • PUNKCAST#1184 Live @ McCarren Park Pool, Brooklyn, 28 a viz Gouere 2007 (Realplayer, mp4)

Levrlennadur

kemmañ