Cwm yr Eglwys
Cwm yr Eglwys zo ur gêriadenn vihan eus Kembre, war aod hanternoz Sir Benfro, etre Abergwaun ha Trefdraeth. Emañ e Park Broadel Arvor Penfro ha tremen a ra Gwenodenn Arvor Sir Benfro hebiou ar gêriadenn.
Aspadennoù eus un iliz kozh a weler er gêriadenn, iliz Sant Brynach. Soñjal a reer e oa bet savet an iliz orin war-dro ar VIvet kantved gant ar sant iwerzhonat Brynach, eus familh rouaned Brycheiniog. Hervez ar vojenn e oa kustum ar sant da vont da venez Carn Ingli, er menezioù Preseli, da gomz gant an aeled. Adsavet e voe un iliz nevez er memes lec'h en XIIvet kantved. Ne chom nemet an tour hag ur voger eus an iliz-se, distrujet ma voe ar peurrest gant ar mor e-pad ur gorventenn vras, d'ar 25 a viz Here 1859.