Ur pennad Daniel Deronda (film) zo ivez.

Daniel Deronda zo ur romant gant George Eliot, embannet evit ar wech kentañ d'ar 1 a viz C'hwevrer 1876.

Golo kentañ embannadur ar romant Daniel Deronda

Romant diwezhañ ar skrivagnerez eo, hag a dremen e-pad ar mare viktorian. Ur meskaj eo etre flemmadenn sokial ha prezegenn gentelius kement hag ur sell a-du gant mennozhioù kentañ ar Sionouriezh yuzev.

Meur a film zo bet savet diwar ar romant, unan mut ha daou film skinwel. Pezhioù-c'hoari a voe savet diwarnañ ivez, dreist-holl er bloavezhioù 1960 gant ar strollad 69 Theatre Company eus Manchester, gant Vanessa Redgrave o c'hoari an harozez Gwendolen Harleth.

Liammoù diavaez kemmañ