Darius I († -486; en henberseg Dārayawuš, en henc'hresianeg Δαρεῖος / Dareios), anvet Darius Veur ivez, a oa ur roue bras eus impalaeriezh Persia. Diskenn a ra eus tierniezh an Ac'haemenided.

Darius Iañ
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhImpalaeriezh an Ac'haemenided Kemmañ
Anv-familhtalvoud ebet Kemmañ
Titl noblañsKing of Kings, King of the Lands, Faraon, Great King Kemmañ
Deiziad ganedigezh550 BCE Kemmañ
Deiziad ar marv486 BCE Kemmañ
Lec'h douaridigezhTomb of Darius I, Naqsh-e Rustam Kemmañ
TadHystaspes Kemmañ
Breur pe c'hoarArtaphernes, Artabanus Kemmañ
PriedAtossa, Artystone, Parmys, Phaedymia Kemmañ
FamilhAchaemenid dynasty Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetOld Persian Kemmañ
Micherstatesperson, penn brezel, monark Kemmañ
KargKing of Kings, Faraon Kemmañ
RelijionZoroastregezh Kemmañ
Grad milourelpennkomandant Kemmañ
Present in workCivilization V Kemmañ
PrantadHenegipt, VIvet kantved kt JK, Vvet kantved kt JK, Maread izel Henegipt, XXVIIvet tierniezh Henegipt Kemmañ

Ganet eo bet Darius war-dro -550. Mab e oa da Histaspes, ha mab-bihan da Arsames. En e enskrivadur, e Behistoun, e lavar Darius e tiskenn war-eeun diouzh Akemenes. Koulskoude ez eo gwirheñvel n'en deus ket roet ar skourr-se a roueed en e raok.

Graet e oa "douger kargas" Kirus II ha "douger goaf" Kambise II e-pad aloubadenn Bro-Egipt. Dimeziñ a reas da unan eus merc'hed Gobrias hag a roas tri bugel dezhañ, en o zouez : Artobarzanes ar breur henañ, hag Ariabignes.

Darius a gemer ar galloud

kemmañ
 
Darius war ul lestr gresian eus an Henamzer

Aet e oa droug er vrientinien abalamour da ren Bardia kement ha ken bihan ma tivizas ar jeneral Otanes diskar anezhañ un nebeud mizioù hepken goude e gurunidigezh e 522 kent J.-K.. Bodañ a reas pemp irienner all, en o zouez Gobrias a c'houlennas skoazell digant e vreur-kaer Darius.

Hervez Herodotos e vije bet aozet an taol-Stad gant ur bagadig iriennerien a vije en em silet er palez evit muntrañ Bardia en e wele. En enskrivadur Behistoun avat e tisklêr Darius e oa "penn un armead Persed ha Meded". Kement-se a laka da soñjal e vije bet diskaret galloud Bardia goude emgannoù gant arme an emsavidi.

 
impalariezh akemenidat e barr he ment

Skrivañ a ra Herodotos (III, 80-83) e vije bet breud evit gouzout peseurt renad kaout ur wezh erru e penn an impalaeriezh : an isonomiezh, an oligarkiezh pe ar vonarkiezh hag e oa a-du Darius gant an hini diwezhañ. Hañval eo avat ez eo kentoc'h mennozhioù pe breudoù a oa gant ar C'hresianed d'ar mare-se diwar-benn ar gwellañ renad da choaz. Hervez Herodotos (III, 86-87), ur wezh choazet ar vonarkiezh hag evel ma ne oa hêr eeun ebet en em vodas an iriennerien da vintin hag e tivizjont e vefe roue an hini kentañ a c'hwirinje e varc'h da vare ar sav-heol. Paotr-kezeg Darius en dije lakaet e varc'h da glevet c'hwezh ur gazeg, ar pezh a lakas anezhañ da c'hwirinat. Da grediñ zo kentoc'h e oa Darius a oa lec'hiet ar gwellañ evit dont da vezañ roue, ur wezh en em dennet Otanes diouzh ar gevezerezh. A-hervez e vije bet goulennet outañ adsevel ar vonarkiezh persat gant Kambises.

Hervez ar c'hiz e timeze ar rouanez nevez gant gwragez o diagentad. Eureudiñ a reas Darius gant div verc'h Kirus II : Atosa, intañvez Kambises II ha Bardia, Artistone, unan eus merc'hed-bihan Parmis, ha Faidime, intañvez Bardia ha merc'h Otanes. Diwezhatoc'h e eureudas Fratagoune, merc'h e vreur Artanes.

Brezelioù en Europa

kemmañ
 
Skited o kejañ gant Darius, livadur gant Franciszek Smuglewicz, 1785

War-dro 512 kent J.K. e krogas Darius ur brezel a-enep ar Skited. Treuzet e voe ar Bosforos gant un arme vras. aloubiñ a reas reter Trakia dre nerzh tra ma suje Makedonia a-youl. Goude se e treuzas an Danav. Pal an ergerzhadenn vrezel-mañ a oa, moarvat, tagañ ar meuriadoù kantreat dre dreñv ha peoc'haat harzoù norz an impalaeriezh persat e-giz-se. Met diazezet e oa ar raktres war un anaoudegezh fall eus geografiezh al lodenn-mañ eus ar bed. Krediñ a rae ar Bersed, evel Aleksandr Veur hag ar Vakedoniaiz diwezhatoc'h, e oa tost ar "C'haucasus Indicus"[1] ha glannoù ar Mor Du. Un ergerzhadenn savet war un hevelep diazez a oa da vezañ ur c'hwitadenn. Goude un nebeud sizhunvezhioù e stepennoù Ukrania e rankas Darius mont war e c'hiz. Diaes a-walc'h e krediñ lod eus an danevell roet gant Herodotos. Disklêriañ a ra da skouer e vije bet tizhet ar Volga gant arme ar roue. Diouzh an tu all eo bet distrujet an enskrivadenn ma oa danevellet an ergerzhadenn hervez Darius, e Behistun, ha ne chom nemet un nebeud gerioù anezhi. Ne anaveomp ket kalz a dra diwar he fenn eta.

D'ar mare-se e oa kreñv-kenañ al liammoù etre ar c'heodedoù etre an daou du eus an Enezvor, poblet holl gant Gresianed. Pa'n em savas Ionia a-enep ar Bersed e voe kaset sikour dezhe gant Aten hag Eretria. Ur wezh mouget an emsavadeg e tivizaz ar Bersed kastizañ Aten evit ar skoazell o doa kaset. C'hwitañ a reas ar c'hentañ bagad renet gant Mardonios, distrujet gant ur barrad amzer e-kichenn ar menez Atos e 492 kent J.K.. An arme kaset da Aten dindan renerezh Datis e 490 a voe kannet en emgann Marathon. Kent m'en dije graet Darius e bourchasoù evit kas un trede arme en em savas Egipt en e enep e 486 kent JK. Bloaz war-lerc'h ez ae ar roue da anaon, e miz Here 485 moarvat, goude ur ren a oa padet 36 vloaz.

Notennoù

kemmañ
  1. Anv a veze graet da vare an henamzer eus an Hindou Kouch

Pennad kar

kemmañ