Dark Horse Records a oa un ti-embann pladennoù, bet krouet gant an arzour saoz George Harrison (1943-2001) e miz Mae 1974. Anv al label a oa bet dibabet diwar anv ur ganaouenn gant Harrison — Dark Horse — bet enrollet un nebeud mizioù kent.

Pa dremenas Harrison e 2001 e kemeras e wreg Olivia (1948-) hag e vab Dhani (1978-) penn an embregerezh.

O kregiñ gant Splinter

kemmañ

Magañ a rae George Harrison ur gwir garantez ouzh ar sonerezh hag, a-viskoazh, e voe an hini e-touez pevar ezel The Beatles a glaskas liammañ darempredoù kreñv gant sonerien all er-maez eus ar strollad. Gantañ eo e voe pedet Eric Clapton (1945-) ha Billy Preston (1946-2006) da gemer perzh ingal en enrolladenn pladennoù 'zo pe e pleustradegoù. A drugarez dezhañ e voe produet gant Apple Records oberennoù meur a arzour evel ar strollad Badfinger, Jackie Lomax (1944-2013), Ravi Shankar (1920-2012) ha Doris Troy (1937-2004).

Pa grogas Apple Records, ti-embann pladennoù ar strollad The Beatles, da vont da fall e reas Harrison e vennozh sevel e gevredigezh produiñ dezhañ. Daou ganer an daouad Splinter a oa o paouez bezañ krouet a voe kentañ arzourien[1] o sinañ evit Dark Horse Records. Tri albom a voe embannet (hag un toullad Singles hag Extended Plays (EPs)) :

Ravi Shankar

kemmañ
 
Shankar Family & Friends.

Kejet en devoa George Harrison gant Ravi Shankar e Londrez (Bro-Saoz) e miz Mezheven 1966. E Srinagar (Jammu ha Kachmir) en devoa desket ar gitarour saoz seniñ sitar digant ar soner indian nebeut amzer war-lerc'h, da-geñver ur veaj c'hwec'h sizhunvezh en India. Diwar neuze e oant chomet mignoned vras ha ne voe ket pell Shankar oc'h asantiñ bezañ produet e oberennoù gant an embregerezh yaouank ivez, daou albom en o zouez :

George Harrison e-unan

kemmañ
 
Logo Dark Horse Records.

Evit George Harrison, liammet e oa dre gevrat ouzh EMI betek ar 27 a viz Genver 1976, evel pep ezel eus ar strollad The Beatles. Se zo kaoz ne voe ket evit embann e gentañ albom dre e label dezhañ nemet e miz Du 1976 :

Levezonet-mat e voe Harrison gant ar vitologiezh hindouat e-kerzh e chomadenn eno en hañv 1976. Ma tibabas Uchchaihshravas, ar marc'h e seizh penn, da logo ofisiel e gevredigezh, goude bezañ gwelet ar skeudenn anezhañ ouzh ur voest houarn.

Kanerien ha sonerien all

kemmañ

Arzourien all, brudet pe vrudetoc'h, a voe embannet o fladennoù gant Dark Horse Records :

Liammoù diavaez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • François Plassat, The Beatles discomania, JBz & Cie (Hugo et Compagnie), miz Gwengolo 2011, pajennoù 180-181.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ